Vijil : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
== Orin ar ger ==
Vijil pe Vijilez, a zeu diouzh ar ger beilhañ. Ober a ra dave d'al lid a veze e [[Liderezh an Eurioù]] da zerc'hent ar gouelioù bras. Klotañ a ra en amzer hiziv gant [[Ofis al lennadennoù]] abred diouzh ar beure, pa sav ar venec'h e kreiz an noz da bediñ, gant salmoù ha lennadennoù hir a-walc'h.
 
== Tro-lavar ==
'''Ober vijil''' a ra dave d'ur reolenn a oa en Iliz da yuniñ un tamm a-raok ar gouelioù bras. Betek ar bloavezhioù 1960 e chome an dud hep debriñ [[kig]] d'ar [[Gwener]], ha zoken e-pad ar [[Koraiz|C'horaiz]], nemet da sul. Boas eo kalz a dud c'hoazh da zebriñ estreget kig da Wener. Debret e vez pesked ha vioù e-lec'h kig. Ne oa ket (ha n'eus ket, sañset) ar gwir da zebriñ [[soubenn]], d'an deizioù merket gant an Iliz katolik ma vez kig enni. Soubenn vijil a oa soubenn [[legumaj]], hep [[druzoni]].
 
Sentiñ ouzh ar gourc'hemenn-se eus an Iliz a rank ar gatoliked, ha ma ne reont ket e rankont diskleriañ ar pec'hed-se pa 'z eont da gofes. E predoù ar skolioù kristen e veze sentet rik ouzh ar reolenn gozh gwechall eta. Bremañ ne reer mui kement, pa 'z eo bet frankaet ar reolennoù : goulenn a ra atav an Iliz ma vo yunet (ur pred hepken) da Verc'her al Ludu ha da Wener ar Groaz ha dioueret kig d'ar Merc'her Santel ha da Wener ar Groaz, hogen ar spered a zislontegezh a zo bepred e talvoud.
 
 
 
==Dizoueegezh==
Plijadur an dud [[dizoue]] pe enepkloer a veze aozañ [[friko]]ioù d'an deizioù-se hag o brudañ da ziskouez o enebiezh ouzh an Iliz.
 
==Krennlavaroù==
Linenn 13 ⟶ 12:
==Menegoù==
*''Soubenn besk, soubenn fresk, Soubenn vijil alies'', er ganaouenn ''Kavet 't eus da saout 'ta Yannig''.
 
==Kristengaserezh==
Plijadur an dud [[dizoue]] pehag enepkloer a veze aozañ [[friko]]ioù d'an deizioù yun-se hag o brudañ da ziskouez o enebiezh ouzh an Iliz.