Diforc'hioù etre adstummoù "Deiziadur hebraek"

508 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
D (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: arz:الاشهر العبريه)
 
Diazezet eo ar bloavezh war an [[heol]] hag ar mizioù war al [[loar]]. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant [[steredoniezh|steredoniourien]] yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.
 
== Istor ==
Betek an [[IVvet kantved|IV{{vet}} kantved]] a oa bet savet ar deiziadur-se gant ar [[Sanhedrin]], kuzul yuzev en [[Israel]]. [[Hillel II]], a oa [[Nassi|nassi]] ar [[Sanhedrin]] en doa cheñchet an traoù, war a seblant, e [[359]], o krouiñ un deiziadur jedet e lec'h bezañ evezhiet war al [[Loar]] gant ar [[Sanhedrin]]. Aotreet en deus an dra-se a lakae ar [[vureverezh]] da beurbadout gant pe hep ar [[Sanhedrin]]. Betek bremañ e vez implijet an doare-se da jediñ an deiziadur hebraek.
 
== Anvioù ar mizioù ==
6 359

modifications