Walt Disney : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
<noinclude>[[Rummad:Patromoù kemennoù]]</noinclude>
 
'''Walt Disney''' a voe ganet d'ar [[5 a viz Kerzu]] 1901 e [[Chicago]] ere Stadoù-Unanet[[SUA]], ha mervel a reas e [[Los Angeles]] d'ar [[15 a viz Kerzu]] 1966 da 65 bloaz. E anv gwir a oa Walter Elias Disney, Elias a oa anv-bihan e dad ha Walter hini ur mignon bras d'e dad Walter Parr, a oa beleg hag en doa badezet anezhañ d'an 8 a viz Even 1902. Pevare mab Elias Disney ha Flora Call e oa. Ganet e oa en un tiegezh izelek, tri breur brasoc'h evitañ en devoa hag ur c'hoar daou vloaz yaouankoc'h evitañ. E-pad e grennardiezh ne rae nemet labourioù bihan a-hed an hañv hag un darempred bihanik e oa gant ar Chicago Art, met ne oa ket tonket tamm ebet d'ar vrud.
Anvet e oa evel kenderc'her, sevener ha leurenner tresadennoù-bev evit arvesterien liesseurt-tre. Un den dedennet-tre gant e vicher, gouestlet en deus e vuhez d'e arvesterien ha d'e zudennoù ken disheñvel an eil d'egile.
E penn ar firm etrevroadel Walt Disney Company edo. Krouet gantañ e 1923 ha chomet en e benn betek e varv, ez eas war-gresk an embregerezh betek dont da vezañ unan eus produerien filmoù pennañ. Eñ hag an dud a laboure gantañ o deus krouet ul lodenn vras eus tudennoù azeul bed an tresadennoù-bev. Unan anezho a zo soñjet evel un dudenn hag a skeudenn Walter Elias Disney en e berzh : Mickey Mouse. Laosket en deus ur vrud hag un azeulerezh eus e labour war e lerc'h ha c'hoazh war-lerc'h e varv e chom roue war rouantelezh an tresadennoù-bev.