Karl Benz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 39:
[[Image:MHV Benz Ideal 1901 01.jpg|thumb|[[Benz Ideal]], [[1901]] e [[Deutsches Museum]] [[München]]]]
 
E [[1885]] e labouras Benz war an Teirrodeg Teo : implijout a reas un teirrodeg hag ec'h ouzhpennas dezhañ ur bailh yenaet dre zour, ulur sailhad ul litrad ha 560 watt, enaouiñ dre dredan, ur c'hlaped degemer renet hag ur voest tizhoù<ref>[http://auto-turbo.turboblog.fr/index.php?cat=7888 Histoire de Mercedes-Benz]</ref>. D'an [[29 a viz Genver]] [[1886]] ec'h embannas ar breved DRP-37435.
 
D'ar [[5 a viz Eost]] [[1888]] e voe tapet ar patrom Benz Patent Motorwagen gant e wreg Bertha hep lavarout dezhañ. Ganti e voe graet an hentad hir kentañ gant ur c'harr, da lavaret eo 104 c'hilometrad etre [[Mannheim]] ha [[Pforzheim]]<ref>[http://www.bertha-benz.de Bertha Benz Memorial Route]</ref>. Gant un tizh a 15 km/eur e reas ar veaj-se ar pezh a oa kalz d'ar mare-se. Profitañ a reas Karl evit gwellaat ar c'harr : ouzhpennañ un tizh da aesaat an tremen krec'hioù a voe e-touez ar c'hemmoù degaset gantañ<ref>Jeroen Booij, ''La folle équipée de Bertha'', in : Mercedes Magazine, miz Even 2008, p. 58-63</ref>.