Zefyros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
'''Zefiros''' (Ζέφυρος e [[gregach]]) zo doue kuñv an [[avel]] [[Kornôg|Gornôg]], unan a-douez an ''[[Anemoi]]'' (an [[Avel]]ioù), e mojennoù [[Hellaz]] kozh.

Mab e oa da [[Eos]] ha da [[Aiolos]] hag e vreudeur a oa [[Boreas]] (avel an [[Norzh]]), [[Euros]] (avel ar [[Reter]]) ha [[Notos]] (avel ar [[Su]]).

E gevatal roman a oa ''Favonius'' hag hemañ a oa mestr war ar [[plant]] hag ar bleuñv ouzhpenn.

== Mojennoù ==
*Bevañ a rae Zefiros en ur [[kev|c'hev]] e [[Thrakia]] ([[Gres|Bro-C'hres]]).

Skrapat a reas an [[nimfezed|nimfenn]] [[Chloris]] hag e roas dezhi beli war ar [[bleuñv]]. O mibien a oa anvet Karpos, Mopsos hag Ampuks.

*Bez' e oa ur priñs e [[Sparta]], ur c'hoant a zen, [[Hyakinthos]] e anv, hag a oa deuet da vezañ amourouz [[Apollon]]. Hini Zefiros e oa bet ivez hag hemañ a oa savet gwarizi ennañ. Pa oa Apollon hag e amourouz o vannañ [[kantenn|kantennoù]] e c'hwezhas Zefiros un barrad-avel ken kreñv ma'z eas ur gantenn da stekiñ ouzh penn Hyakinthos hag hemañ a voe lazhet moust .
Diwar e [[gwad|wad]] e krouas Apollo ar [[pourenn-vran|bourenn-vran]] (an ''hyakinthos'' e gresianeg).

Pa oa [[Kupidon]] o klask [[karantez]] [[Psike]] e voe kaset ar plac'h gant Zefiros betek kev Kupidon.

Daou vab all, Balios ha Xanthos, a voe ganet dezhañ gant an [[Harpienn]] [[Podarge]].