Conradh na Gaeilge : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kempenn
Linenn 1:
[[Restr:Conradh na Gaeilge Baile Átha Cliath 2006 Kaihsu Tai.jpg|thumb|right|Burevioù Conradh na Gaeilge e [[Dulenn]].]]
 
'''Conradh na Gaeilge''' (distaget [ˈkɔnˠɾˠə nə ˈgeːlʲɟə] en [[iwerzhoneg]]), anavezet ivez dre hehec'h anv saoznek ''Gaelic League'', zo ur gevredigezh a stourm "evit gwareziñ ha derc'hel bev an iwerzhoneg evel ur yezh komzet e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]]"<ref>"for the purpose of keeping the Irish language spoken in Ireland"</ref>.

==Istor==
Krouet eoe oa bet Conradh na Gaeilge ("Kevre ar Gouezeleg") e Dulenn d'an [[31 Gouere|31 a viz Gouere]] [[1893]] gant ur protestant anvet [[Douglas Hyde]], a orin eus [[Dún Gar]], e [[Kontelezh Ros Comáin]]. Sikouret e oa gant [[Eugene O'Growney]], [[Eoin MacNeill]], [[Luke K. Walsh]] ha stourmerien iwerzhonat all. Conradh na Gaeilge a voe diorroet gant labour an unvaniezh kozh anvet [[Gaelic Union]] ha dont a reas da vezañ ar gevredigezh pennañ o labourat da adsevel an [[iwerzhoneg]]. Kentañ kazetenn ar gevredigezh a voe an ''An Claidheamh Soluis'' ("Ar c'hleze skedus") hag he c'hazetenner brudetañ a voe [[Padraig Pearse]].
 
War an dachenn bolitikel, ar gevredigezh a sachas kalz a vroadelourien iwerzhonat, evel ar [[Gaelic Athletic Association]]. A-drugarez d'al League, o deus gellet kalz a stourmerien kejañ kenetrezo. Ar c'hejadennoù-se o deus degaset krouidigezh kevredigezhioù all evel an [[Irish Volunteers]] (e [[1913]]). Met ar Gaelic League n'en em ouestlas ket d'ar stourm politikel penn-da-benn. Tud evel [[Douglas Hyde]] a lare e oa ret leuskel ar sevenadur hag ar yezh er-maez eus ar politikerezh. Kalz a aozerien eus [[emsavadeg Pask]] a oa izili eus ar Gaelic League.
 
Goude krouidigezh ar stad iwerzhonat, levezon ha karg ar gevredigezh er vuhez pemdeziek a yae war wanaat. Al LeagueStourm a stourmasreas ar C'hevre en un doare efedus evit lakaat e pleustr ofisielerezh ar yezh er stad. Ha dont a rejont a-benn da grouiñ An Coimisinéir Teanga (Ensellerezh war ar yezh). Diwezhatoc'h e stourmas Conradh na Gaeilge evit ma vefe degemeret an iwerzhoneg e-touez yezhoù ofisiel [[Unaniezh Europa]].
 
Un nebeud amzer zo, Conradh na Gaeilge a enebas kalz ouzh ar strollad politikel [[Fine Gael]] abalamour ma stourme pennoù ar strollad politikel-se evit ma vefe tennet an arnodenn iwerzhoneg eus al Leaving Certificate (kevatal d'ar "vachelouriezh" e Bro-C'hall). Conradh na Gaeilge a enebas en ur c'hervel da vouezhiañ en dilennadegoù evit an dileuridi o doa c'hoant da leuskel an arnodenn war an iwerzhoneg.
 
Ar gevredigezh he deus kalz a skourroù hag a isrannoù en [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]] a-bezh ha labourat a ra kalz evit aozañ gouelioù hengounel pe sevenadurel evel gouel meur [[An tOireachtas]] pe [[Seachtain na Gaeilge]] (''sizhunvezhioù an iwerzhoneg''). Un nebeud amzer zo he deus digoret Conradh na Gaeilge kreizennoù sevenadurel ha burevioù (anvet "Ionaid Saor Chomhairle Dlí" en iwerzhoneg) e [[Dulenn]] hag e [[Gaillimh]] gant sikour an FLAC.
 
== Liammoù diavez (Naisc sheachtracha) ==
 
* [http://www.cnag.ie/ Official site (Suíomh oifigiúil CnaG)]
* [http://www.irish.ie/Home.asp Government language promotion agency - Foras na Gaeilge ]
* [http://www.antoireachtas.ie/ The Annual Music Festival (An tOireachtas)]
* [http://www.clrg.ie/ The Dancing Commission (An Coimisiún le Rincí Gaelacha)]
* [http://www.snag.ie/ The Annual Week of Irish, March of each year (Seachtain na Gaeilge)]
 
== Liammoù - Ireland (Naisc - Craobhacha i nEireann) ==
 
* [http://www.anclub.ie/ Club Chonradh, BAC (Dublin)]
Linenn 26 ⟶ 24:
* [http://www.muscrai.ie/conradh-na-gaeilge?lang=ga Muscraí (Co. Cork)]
* [http://www.smo.uhi.ac.uk/~colm/Fearsaid/ Beal Feirste (Belfast)]
 
== Liammoù – International (Naisc - Craobhacha idirnáisiúnta ==
 
* [http://www.gaeilge.org/ Sasana Nua (New England)]
Linenn 44 ⟶ 40:
== Notennoù ==
<references/>
 
{{DEFAULTSORT:Gaelic League}}
 
[[Rummad:Iwerzhoneg]]