Diforc'hioù etre adstummoù "Enezeg"

4 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ilo:Purpúro)
'''Enezeg''' (liester : ''enezegoù'' pe ''enezegi'') eo an anv roet d'un [[aridennad]] pe ur [[strollad]] [[enez|inizi]]. Peurvuiañ e weler enezegoù en [[dourioù etrebroadel|donvor]], met kavet e vezont tost d'un douar bras ivez. Alies eo bet krouet an enezegoù diwar an ober [[menez-tan|tanveneziek]] ken e weler lod anezho a-hed [[fos dindanvor|fosoù dindanvor]]. Koulskoude e kaver orinoù all evel ar [[krignerezh|grignerezh]] hag ar [[gouelezenn]]iñ.
 
Ar ger a zeu eus ''enez'' + ar rannig tolpañ ''-eg'', met ar [[gresianeg]] αρχιπέλαγος (''archipelago'') a dalv evit ar [[Mor Egaios]], hemañ graet eus ''ar mor pennañ'' (''arkhi'' = penvez ha ''pelagos'' = mor). Aze eo orin an termen kevatal e ([[saozneg]] ''archipelago'', [[italianeg]] ''arcipelago'' ha [[galleg]] ''archipel''). Etre [[Bro-C'hres]] e [[Kornôg]] ha [[Turkia]] e [[Reter]] emañ ar Mor Egaios e-lec'h ma kaver eurmeur a enez, lod anezho bodet en enezegoù (sell a-is).
 
 
16 852

modifications