Europa an Norzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Boulc'h
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Ebr 2012 da 16:06

Graet e vez Europa an Norzh eus lodenn norzh kevandir Europa. En ur ster strizh e lakaer e-barzh Skandinavia hag ar broioù balt. Aozadur ar Broadoù Unanet, evit e godadur stategel, a laka e-barzh ivez ar Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon, evit abegoù geopolitikel e lakaer e-barzh ivez Jerzenez ha Gwernenez. Dre vras, en ur ster douaroniel, e lakaer e-barzh ivez ar broioù a zo en-dro da Vor an Hanternoz ha d’ar Mor Baltel. Evit a sell ar sevenadur hag ar yezhoù e klot gant ul lodenn eus tachennad ar yezhoù germanek, ar yezhoù baltek, hag ar yezhoù finnek-ougriek. Evit ar relijion ez eo ar brotestantiezh a gaver dreist-holl, gant kalzik a gatoligiezh (Iwerzhon, Lituania).

E mouk: Europa an Norzh ent-strizh; lakaet e vez ouzhpenn Breizh-Veur hag Iwerzhon gant ABU e barzh (glas teñval). E glas sklaer, Europa an Norzh ent-ledan.

Ar broioù

Ar broioù skandivavek

Ar broioù balt

An inizi predenek

Lakaet e vez e-barzh ivez gant ABU:

ha lakaet da heul ivez: