Subduktadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Vagobot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: ms:Zon benam
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Zone de subduction djareku.png|thumb|upright=2|Chema eeunaet ur zonenn subduktiñ]]
Ar '''subduktadur''' a zo sankadur ur [[tektonelezh ar plakennoù|plakenn tektonek]] er [[mantell (geologiezh)|mantell]]. Ar blakenn a spluj a zo peurvuiañ ur [[litosferenn veurvor|blakenn veurvor]]. Gallout a ra splujañ dindan ulur [[litosferenn kevandir|blakenn kevandir]] pe dindan ur blakenn veurvor all.
 
Gorre an Douar a zo savet gant [[plakenn tektonek|plakennoù litosferenn]]. Ar plakennoù-se a zo kalet ha diblasaet int e-keñver ar reoù all. Gallout a reont bezañ kevandirel pe meurvorel. E live an [[keinenn (geologiezh)|c'heinennoù meurvor]], ar plakennoù a ziverg, ha krouet eo ul leurenn veurvor a vrasa goread ar meurvorioù. Dre m'eo digemm goread an Douar, ret eo e zafe kuit al leurenn veurvor en ul lec'h bennak all. Kement-se a vez stadet er zonennoù subduktiñ, lec'h mañ spluj ar plakennoù veurvor e diabarzh ar voull-Douar.