Anjouan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "thumb|Kartenn Anjouan '''Anjouan''', pe '''Nzwani''', pe '''Ndzuwani''', zo un enezenn e Komorez, e Meurvor Indez. 424 k..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Er bloavezhioù 1500 e voe savet sultanelezh Ndzuwani a yae an enez a-bezh d'he ober. E 1886 ec'h eas dindan gwarez [[Bro-C'hall]] ha staget ouzh ar Stad-se e 1912. E miz Kerzu 1974 e tibabas an annezidi bezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall hag unanet ouzh republik Komorez.
 
Digevrediñ a reas diouzh Komorez e 1997 ha dont da vezañ '''Stad Anjouan''' d'an 3 a viz Eost, gant [[Abdallah Ibrahim]] prezidant. E 1999 e roas Ibrahim e zilez ha kemeret e voe ar galloud gant [[Mohamed Bacar]] dre un taol-nerzh. E 2002 e voe adunanet an enez ouzh Komorez. E [[Bonreizh]] nevez Unaniezh Komorez e oa pep e brezidant gant an teir enezenn emren hag ur prezidant evit an Unaniezh. Bacar a voe dilennet da brezidant Anjouan evit pemp bloaz. Goude e dermen ec'h aozas un dilennadeg e-maez lezenn hag embann adarre dizalc'hiezh Anjouan e miz Gouere 2007. E miz Meurzh 2008 e voe aloubet an enez gant an arme komorian ha Bacar a zeuas a-benn da dec'hel kuit da enez [[Mayotte]]. [[Moussa Toybou]] a c'hounezas an dilennadeg aozet e miz Even ha mont da brezidant an enez emren.
 
[[Rummad:Komorez]]