Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Tamm adwel)
DNo edit summary
[[Skeudenn:MacDiarmada.jpg|thumb|200px|SeànSeán Mac Diarmada]]
'''Seán Mac Diarmada''' (ganet evel ''John McDermott'' hag anavezet ivez e saozneg evel ''Seán Mac Dermott'') a oa ganet d'an [[28 C'hwevrer|28 a viz C'hwevrer]] [[1883]] e kontelezh [[Leitrim]] ha tremenet d'an [[12 Mae|12 a viz Mae]] [[1916]]. Kemer a reas perzh en aozadur [[Emsavadeg Pask]] hag en darvoudoù da-heul. Kondaonet e voe d'ar marv goude-se.
 
E [[1910]] e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, [[Blumer Hobson]] ha [[Denis MacCullough]]. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an [[Irish Republican Brotherhood|IRB]]. Evel se e kejas gant [[Thomas Clarke]], dont a rejont da vezañ tost-kenañ an eil d'egile. Un tammig diwezhatoc’h e voe paket gant ar [[poliomielit]], ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.
 
[[Skeudenn:Mac Diarmada.jpg|thumb|Plakenn en enor da SeànSeán Mac Diarmada ouzh moger ur savadur ma oa bet o labourat]]
 
E [[1913]], Mac Diarmada a labouras da genstagañ kevredigezh an [[Irish Volunteers]] ouzh an [[Irish Republican Brotherhood|IRB]]. E [[1915]] e voe harzet gant ar Saozon abalamour d’ur brezegenn en doa graet a-enep ar [[Rouantelezh-Unanet]]. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e-barzh aozadur emsav [[1916]].
43 616

edits