Jean Robic : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: eu:Jean Robic
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Jean Robic]] a oa bet ganet d’an [[10 a viz Mezheven]] [[1921]] e [[Vouziers]], [[Ardennes (departamant)|Ardennes]] ha marvet e oa d’ar [[166 a viz Here]] [[1980]] en ur gwallzardoud karr-tan e [[Claye-Souilly]]. Hennezh a oa bet ur [[marc’houarnerezh war hent|marc’hhouarner]] brudet. Lesanvet e voe “Biquet”, “Tête-de-cuir” dre ma wareze e benn gant un tokarn lêr, “Trompe-la-mort” ivez... Pa oa yaouank en doa bevet e [[Radeneg]] e-lec'h ma talc'he e dad ur stal marc'hoù-houarn. E anv zo bet roet d'ar straed ma oa an ti ma oa o chom d’ar mare-se. Ur paotr tagnous e oa met karet e voe gant ar Vretoned koulz ha gant ar C'hallaoued war-lerc'h an eil brezel bed. Adalek 1945 ha 1954 e voe marc'hhouarner a-vicher. 38 vloaz e oa p'en doa redet Tro Frañs evit ar wech diwezhañ.
 
E 1947 en doa gounezet [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn|Tro Frañs war varc'h-houarn]] hep bezañ gwisket ar roched velen e-kerzh ar redadeg. Pa oa o sortial eus [[Rouen]], evit gwir, setu eñ, skoazellet gant [[Edward Fachleitner]] ha [[Lucien Teisseire]], o pignat trumm gant ur grapenn, o lezel pell-pell war e lerc’h [[Pierre Brambilla]], ar roched melen. Hag eñ da wiskañ ar roched melen e dibenn an tennad, ha Fachleitner en eil plas eus an Dro Frañs-se. Robic a soñje dezhañ e oa aet ar maout gantañ dre hantouriezh santez Anna, patromez ar Vretoned. Setu perak e profas e roched melen da vazilikenn [[Santez-Anna-Wened]]. Gallout a reer gwelet ar roched melen-se a oa bet gounezet gantañ hiziv er vazilikenn hiziv an deiz c’hoazh.