Loeiz ar Pelleter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: es:Loeiz Le Pelletier
D klokaat un tamm
Linenn 1:
UrUn geriadurourden haga unrelijion denhag a ouiziegezhstudi eo bet [[Loeiz ar Pelleter]], bet ganet [[Le Mans|er Mañs]] e [[1663]] ha marvet en [[Abati Sant WenoleWennole Landevenneg|abati Landevenneg]] e [[1733]]. Savet en deus ur geriadur [[etimologiezh|etimologel eus ar]] brezhoneg-galleg a chomas e stumm ur [[dornskrid]], bloaziet eus [[1716]], a-raok dezhañ bezañ adkavet gant [[Pêr-Hiasint Moris]], [[manac'h]] [[Urzh sant Benead|beneat]] ivezevel ar Pelleter, hag embannet e [[1752]], 20 vloaz-rik war-lerc'h embannidigezh geriadur [[Gregor a Rostrenenn]]. Klokoc'h eo an dornskrid eus 1716 eget al levr bet embannet goude e varv e [[1752]]. E rakskrid e c'heriadur e sav ar Pelleter a-enep d'ar yezh komzet pe skrivet alies gant ar vourc'hizien ha kêriz. Rebech a ra dezho komz ur yezh fall enni gerioù galleg e-leizh : ''breton bourgeois'', pe ''breton des villes, c'est à dire du françois terminé ou ajusté à la prononciation bretonnesque''.
 
Hag eñ manac'h stag ouzh kenvreuriezh veneat [[Saint-Maur]], ez eas da [[Landevenneg]] e [[1725]] ha goude da [[abati Lokmazhe Penn-ar-Bed]] e-pad eizh vloaz. [[Levraouegour]] Landevenneg eo bet e vuhez- manac'h-pad.
 
Gant ar Pelleter e voe eilskrivet an darn eus geriadur Harinkin zo deuet betek ennomp; geriadur Harinkin a oa bet implijet gant [[Gregor a Rostrenenn]] evel meneget gantañ en e rakskrid met ne chom anezhañ nemet ar pezh a oa bet dalc'het gant ar Pelleter. Aozet hag adembannet eo bet ar pezh a chom eus oberenn Harinkin gant [[Gwenole ar Menn]] e 1979. Echuet eo bet dornskrid ar Pelleter e 1716 hag embannet geriadur Gregor e 1732. Gregor a lavar en e rakskrid eo bet daouzek vloaz-pad o labourat war e c'heriadur a voe kroget e-tro 1720 neuze, pevar bloaz goude savidigezh dornskrid e c'heriadur gant ar Pelleter. Ne seblant ket geriadur Harinkin bezañ bet moullet. Goulakaat a c'haller ober neuze e voe prestet dornskrid geriadur Harinkin da Gregor a Rostrenenn gant ar Pelleter daoust ma n'eus prouet ebet a gement-se.
==Oberenn==
 
*''Dictionnaire de la Langue bretonne où l'on voit son antiquité, son affinité avec les anciennes langues, avec l'étymologie de plusieurs mots des autres langues''. Roazhon, 1752
Ur skouerenn eus geriadur ar Pelleter zo e [[levraoueg Roazhon]].
 
==Levrlennadur==
*''Dictionnaire de la Langue bretonne où l'on voit son antiquité, son affinité avec les anciennes langues, avec l'étymologie de plusieurs mots des autres langues''. [[Roazhon]], [[1752]].
* ''Le Dictionnaire breton de Harinquin, Geriadur Harinkin ([[1699]])'', Hor Yezh, stagadenn d'an niv. 125, Ebrel 1979.
 
{{DEFAULTSORT:Pelleter, Loeiz ar}}
[[Rummad:ganedigezhioù 1663]]
[[Rummad:marvioù 1733]]
[[Rummad:geriadurioù brezhoneg]]
[[Rummad:geriadurourien vrezhonek]]