Luise von Mecklenburg-Strelitz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎He buhez: liammoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Bugelig e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e [[c'hoar-gaer]]. Adalek [[1786]] (10 vloaz e oa) e voe savet Luise hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e [[Darmstadt]]. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant [[Salomé de Gélieu]], eus [[Neuchâtel]] (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez. Ar galleg e oa yezh an noblañsed alaman uhel etreze, met rannyezh Hessen a gomze ivez, pezh a veze kavet souezhus gant tud Berlin, ha poan he deveze o skrivañ alamaneg difazi. [[Klav-kerdin]] ha [[telenn]] a ouie son, tresañ a rae, metne oa ket bet skoliadez gwall vat. Ar relijion avat a blije dezhi.
 
E miz Kerzu 1793 e timezas d'ar priñs danvez-roue Prusia, [[Friedrich Wilhelm III Prusia)]] hag e teuas da vout [[rouanez Prusia]] en [[1797]].
Bec'h he doe o kendrec'hiñ he fried d'ober brezel da [[Napoleon]], pa ne felle ket dezhañ mont a-du gant ar priñs [[Louis-Ferdinand Prusia]] hag e vinistr [[Karl August von Hardenberg]].
 
Linenn 17:
Dek bugel he doe, seizh a vevas:
* [[Frederig Gwilherm IV Prusia]] (1795-1861), a voe [[roue Prusia]] hag a zimezas en 1823 da [[Elesbed Bavaria (1801-1873)]]
*[[Gwilherm Iañ Alamagn|Wilhelm]] (1797-1888), a voe roue Prusia hag [[Impalaer Alamagn]] hag a zimezas en 1829 da [[Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach]] (1811-1890)
*[[Charlotte von Preußen (1798-1860)|Charlotte ]] (1798-1860), a zimezas en 1817 da [[Nikolaz Iañ Rusia ]] (1798-1855), tsar Rusia;
* Karl (1801-1883), dimezet en 1825 da [[Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach]] (1808-?)