Mobutu Sese Seko : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
lañs
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
E 1967 e krouas an MPR (''Mouvement Populaire de la Révolution''), strollad politikel nemetañ aotreet, ha rediañ holl annezidi ar vro da emezelañ ennañ. E 1971 e cheñchas anv ar vro da [[Zair]], reiñ urzh d'an annezidi dilezel o anv european evit anvioù afrikan ha rediañ ar wazed da wiskañ an [[abacost]]. E 1972 e kemeras an anv Mobutu Sese Seko Nkuku Ngbendu wa Za Banga, berraet e Mobutu Sese Seko.
 
Kas a reas soudarded da skoazellañ an [[FLNA]] a-enep an [[MPLA]] komunour en [[Angola]] e 1975. E 1977 ha 1978 eo [[Agostinho Neto]] an hini hag a skoazellas emsavidi [[katanga]]t a-benn gwanaat renad Mobutu.
 
Pa echuas ar [[Brezel Yen]] e 1990 e paouezas ar sikour roet d'e renad gant [[SUA]] ha kreskiñ an enebiezh outañ e diabarzh ar vro. Aotren a reas neuze ar strolladoù politikel all.
 
[[Brezel kentañ Kongo]] a grogas e miz Du 1996 ha d'ar 16 a viz Mae 1997 e voe aloubet [[Kinshasa]] gant soudarded [[Laurent-Désiré Kabila]]. Mobutu, klañv gant ur c'hrign-bev, a rankas tec'hel kuit ha kavout repu e [[Togo]] ha [[Maroko]] ma varvas d'ar 7 a viz Gwengolo 1997.
 
{{Prezidanted RDK}}