The Avengers (film 2012) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot kemmet: fi:The Avengers (vuoden 2012 elokuva)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
}}
 
'''The Avengers''' ('''Avengers Assemble''' e broioù zo) a zo ur film [[gourharoz|gourharozed]] [[SUA|stadunanat]] ma kavet gourharozed. Produet eo bet gant [[Marvel Studios]] ha skignet gant [[Walt Disney Pictures]]. Diazezet eo ar film war ar c'homics titlet [[Avengers (comics)|Avengers]] hag a vez embannet gant [[Marvel Comics]]. C'hwec'hvet film [[Hollved sinema Marvel]] eo. Sevenet eo bet ar film gant [[Joss Whedon]] ha gantañ eo bet skrivet ar senario anezhañ ivez. Er film e c'hoari [[Robert Downey Jr.]], [[Chris Evans (aktor)|Chris Evans]], [[Mark Ruffalo]], [[Chris Hemsworth]], [[Scarlett Johansson]], [[Jeremy Renner]], [[Tom Hiddleston]] ha [[Samuel L. Jackson]].Er film e tiviz [[Nick Fury]] (hag eñ e penn [[S.H.I.E.L.D.]]) tuta [[Iron Man]], [[Hulk (comics)|Hulk]], [[Thor (Marvel Comics)|Thor]] ha [[Captain America]], dezho da stourm ouzh [[Loki (Marvel Comics)|Loki]], hag eñ breur Thor, hag a fell dezhañ distrujañ an Douar.
[[Skeudenn:The Avengers Cast 2010 Comic-Con.jpg|thumb|right|350px|Skipailh ar film e San Diego Comic-Con International e 2010. A-gleiz da zehou : [[Robert Downey Jr.]], [[Clark Gregg]], [[Scarlett Johansson]], [[Chris Hemsworth]], [[w:Chris Evans (aktor)|Chris Evans]], [[Samuel L. Jackson]], [[Jeremy Renner]], [[Mark Ruffalo]], [[Joss Whedon]] ha [[Kevin Feige]]]]
 
Stagañ a reas tud Marvel Studios gant raktres ''The Avengers'' goude bezañ bet ur yalc'had gant [[Merrill Lynch]] e miz Ebrel [[2005]]. Goude berzh ar film ''[[Iron Man (film)|Iron Man]]'' e miz Mae [[2008]] e voe kemennet gant tud Marvel e teufe ''The Avengers'' er-maez e miz Gouere [[2011]]. E Miz Meurzh [[2009]] e voe degemeret [[Scarlett Johansson]] e-touez aktorien ar film, ha neuze ar film a-benn 2012. E miz Ebrel 2010 e voe degemeret Whedon hag a adskrivas ar senario bet savet gant [[Zak Penn]]. E miz Ebrel [[2011]] e krogas produiñ ar film en [[Albuquerque, New Mexico|Albuquerque]], ha goude-se e [[Cleveland]] (miz Eost 2011) hag e [[New York City]] e miz Gwengolo 2011. Da vare ar post-produiñ e voe lakaet ar film e teir ment. D'an [[11 a viz Ebrel]] [[2012]] e voe skignet evit ar wech kentañ, en [[El Capitan Theatre]] en [[Hollywood]], California.