Biel Elies : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
peurunvan + rummadoù
Reizhañ liamm diabarzh + traoùigoù
Linenn 1:
Ur skrivagner brezhonek eo '''Biel Elies''' (''Gabriel Eliès'' e marilhoù an tiez-kêr), ganet e [[Porsal]] (kumun [[Gwitalmeze]]) er bloavezh [[1910]] ha marvet e [[Brest]] e [[1978]].
 
== Buhez ==
Savet eo bet, paourik ar stal en e familh, e bedig labour-douar [[Lambaol-Gwitalmeze]], ur barrez e vo kavet kalz anv anezhi en e skridoù. Ur spered den e oa, troet gant ar relijion, setu e voe paeet dezhañ studioù e Lesneven ha goude-se er c'hloerdi e [[Kemper]]. Beleget e [[1936]] e voe anvet dizale da gure-rener skol e [[Sant-Pabu]], ur barrez a blijas kalz dezhañ. Ranket dezhañ mont da soudard e voe prizoniet e [[1940]] ha betek fin ar brezel 'oa dezhañ chom eno, e tro [[Nürnberg]], e-lec'h 'oa bet avanturus a-walc'h e vuhez, evit doare. Echu ar brezel e tistroas da Sant-Pabu.
 
E [[1954]], aet faezh gant buhezig sioul ar c'hure ma oa e lakeas e anv da vont da aluzener en arme (en aerlu), sed diwar se eo dreist-holl en [[Afrika an Norzh]] e kasas e vuhez en-dro, ma oa bet paket d'ar fin e reuzioù [[Brezel Aljeria]]. War-lerc'h bezañ disoudardet (ofiser e oa e gwirionez, kabiten, ar pezh eo renk reizh an aluzenerien en arme c'hall) ez eas da [[Roma|Rom]], 'pad daou vloaz, hag erfin da [[Angers]] ma rae dreist-holl war-dro kazetennig ur bodad kristenien e anv "cénacle [[Pi XII]]". Met diwar-se, frankiz a-leizh dezhañ, e teue aliesañ a gare da Vreizh, e lec'h e veze lojet e presbital ur mignon beleg en doa, e [[Laz]], [[Plouarzhel]] ha [[KozmealKoz-Meal]] erfin. Eno evedo o vevañ pa varvas.
 
{{DEFAULTSORT:Elies, Biel}}