Diforc'hioù etre adstummoù "Kêr"

13 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
D
r2.7.3) (Robot ouzhpennet: bjn:Kuta; Kemm dister
D (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: bo:གྲོང་ཁྱེར།)
D (r2.7.3) (Robot ouzhpennet: bjn:Kuta; Kemm dister)
Ur '''gêr''' a zo ul lec'h [[annez]]et stank, enni etre un nebeud kantadoù a dud ha miliadoù pe kantmiliadoù, pe milionoù anezho. Stumm un [[tolpad]]-[[savadur]]ioù he deus ur gêr. Evit ar c'hêrioù bras-tre e vez implijet ar [[ger]]-se pe ivez [[keoded]] pa ne raer ket gant [[metropolenn]] pe gant [[tolpad-kêrioù]], ma 'z eus meur a gêr enno.
 
== Implij ==
E [[brezhoneg]], pa vez kaoz eus an tolpadoù savadurioù e [[Breizh]], e komzer eus ur [[kêriadenn|gêriadenn]] evit envel an tolpadoù savadurioù bihannoc'h eget ar re a weler er c'hêrioù, met un diforc'h a vez graet etre ar [[bourc'h|vourc'h]] (brezhoneg kozh : ''gwi''), ur seurt kêriadenn gant an [[iliz-parrez]] enni hag ar gêr a zo dezhi un iliz-parrez pe ouzhpenn. Ar ger kevatal da vourc'h e vez klevet e galleg e meur a lec'h e [[Bro-C'hall]], met ur [[ster]] all a zo e [[galleg]] evit ar c'hêrioù o doa gounezet [[gwir]]ioù dre forzh goulenn ouzh o [[aotrou]]ien er [[Krennamzer|Grennamzer]]. Sellet ouzh [[Bourg-en-Bresse]].
Ne zepand ket an diforc'hioù etre ar [[poblañs]]où pa vez kavet bourc'hioù o deus muioc'h a annezidi eget kêrioù bihan zo.
 
== Roll armerzhel ha sokial ==
Perzhioù pennañ ar c'herioù a zo ar perzhioù [[armerzh]]el ppa vez kavet enno nebeut a dud o c'hounid an douar. Er c'hêrioù e kaver stalioù-kenwerzh e-leizh, stalioù servijoù ha stalioù greantel a bourvez labour d'an annezidi ha da du o chom tro-war-dro.<br />
Pa chañch a ra an oberezhioù armerzhel e c'hell mont war wel pe greskiñ pe digreskiñ ar c'hêrioù. Koulskoude, lod anezho a zo bet krouet a-gozh eus an [[Henamzer]] pellañ (keodedoù [[Mezopotamia]]), an Henamzer gresian pe roman (ar c'heodedoù gresian ha [[Roma]] gant o trevadennoù niverus), ar Grennamzer ([[Pondi]], da skouer) ha ivez an [[amzer]]ioù [[amzerioù modern|modern]] ha [[amzerioù kempred|kempred]] ([[An Oriant]], kêrioù nevez [[Enez-Frañs]]). E [[Amerika]] koulz hag e [[Afrika]], an [[trevadennerezh]] en deus lakaet miliadoù kêrioù nevez da vezañ savet dindan tri [[kantved|c'hantved]].
 
* [[straed]]
* [[Stankted al lojeiz]]
 
 
 
[[Rummad:Kêraozouriezh]]
[[bg:Град]]
[[bh:शहर]]
[[bjn:Kuta]]
[[bn:শহর]]
[[bo:གྲོང་ཁྱེར།]]
59 985

modifications