Diforc'hioù etre adstummoù "Dinarzh"

1 601 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Resisadennoù war Yann IV hang an izelvos
(skeudenn)
(Resisadennoù war Yann IV hang an izelvos)
===XIV{{vet}} kantved===
{|
|[[Restr:Yann IV 13790803.JPG|thumb|left|An izelvos bet staliet e porzh Dinarzh d'an 3 a viz Eost 1929, da-geñver 650{{vet}} deiz-ha-bloaz dilestradeg Yann IV.]]
|[[Skeudenn:Dinard Plage de l'Ecluse-2007-08-08.jpg|thumb|left|An draezhenn veur e Dinarzh.]]
|[[Restr:Yann IV 13790803.JPG|thumb|left|Izelvos, e Dinarzh, o tiskouez Yann IV war e vag.]]
|}
* [[Yann IV Moñforzh|Yann IV]], bet ganet da vare [[Brezel hêrezh dugelezh Breizh|brezel an Hêrez]], a voe desavet e Bro-Saoz betek e driwec'h vloaz. Anavezet e voe da Zug Breizh nemetañ e 1365 hervez [[feur-emglev Gwenrann]] da heul e drec'h war [[Charlez Bleaz]] en [[Emgann an Alre|Alre]] hag a verkas diwezh ar brezel. Met ezhomm en doa eus harp ar saozon, ha pa darzhas ar brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz e 1369 e sinas dre guzh un emglev gant ar Saozon. [[Charlez V (Bro-C'hall)|Charlez V]], roue Frañs, a gasas da Vreizh un arme renet gant [[Beltram Gwesklin]] hag a lakaas embann an emglev war ar groaz. Dilezet gant holl aotrouien ar vro e rankas Yann IV mont en-dro d’an harlu da Vro-Saoz d'an [[28 Ebrel|28 a viz Ebrel]] [[1373]].
* [[Yann IV Moñforzh|Yann IV]], Dug Breizh lesanvet ''An Alarc'h'', a zouaras el lec'h-se o tont eus Bro-Saoz e dibenn ar {{XIVvet kantved}}.
 
* E [[1378]] e kredas da Charlez V e oa deuet poent lakaat e grabanoù war Breizh. Siwazh dezhañ, n'en doa ket priziet nerzh ar santad broadel breton. Sevel a reas ar boblañs a-enep dezhañ, forzh pe du e vefe bet hini pe hini e-doug brezel an Hêrez. Aspedet e voe Yann IV da zont en-dro. Dilestriñ a reas hemañ e porzh Dinarzh d'an [[3 Eost|3 a viz Eost]] [[1379]]. Degemeret e voe gant un engroez entanet, gant [[Janed Pentevr]] (intañvez Charlez Bleaz), ha gant holl noblañsed ar vro.
 
* Taolennet eo an degouezh-se er sonenn mil-anavezet ''An Alarc'h'' he zitl, bet embannet gant [[Théodore Hersart de La Villemarqué|Kervarker]] er [[Barzhaz Breizh]]. D'an 3 a viz Eost 1929, da-geñver 650{{vet}} deiz-ha-bloaz dilestradeg Yann IV e voe staliet un izelvos en arem (s.o. al luc'hskeudenn a-us) e porzh Dinarzh ; er gwelet a c'haller war ''pourmenadenn ar loar-gann'', eus tu hanternoz ar ''Yacht Club''.
 
=== XX{{vet}} kantved ===
* Ur gêr diouzh ar c'hiz e oa deuet da vezañ, e penn kentañ an XX{{vet}} kantved, gant Saozon binvidik o sevel tier eno. Mari Manac'h, a orin eus [[Benac'h]], anavezet evel ''Lady Mond'', gwreg sir Mond, roue an nikel, he doa un ti eno anvet ''Castle Mond''. Niverusoc'h eo hañvourien Pariz en hon amzer. Brudet eo an traezhennoù, ar c'hazino, fest ar filmoù breizhveurat.
{|
 
|[[Skeudenn:Dinard Plage de l'Ecluse-2007-08-08.jpg|thumb|left|AnTraezhenn draezhennar veurskluz e Dinarzh.]]
|}
'''[[Eil brezel-bed]]''':
* d'an [[11 Eost|11 a viz Eost]] [[1940]] e kouezhas un nijerez ''[[Blenheim]] IV'', marilhet T1850 ha kodet OM-?, eus ar ''107 th Squadron'' eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''[[Royal Air Force]]'') bet kaset e gefridi war-zu '''Dinarzh'''; he zri nijour a varvas, o c'horfoù ne voent ket adkavet <ref> [http://www.absa39-45.com/airfield/pertesraf.html Pertes RAF] </ref>;
633

modifications