Diforc'hioù etre adstummoù "Dinarzh"

38 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
D
divankadennoù munut
(Krennañ skridennad ar skeudenn)
D (divankadennoù munut)
* E [[1378]] e kredas da Charlez V e oa deuet poent lakaat e grabanoù war Breizh. Siwazh dezhañ, n'en doa ket priziet nerzh ar santad broadel breton. Sevel a reas ar boblañs a-enep dezhañ, forzh pe du e vefe bet hini pe hini e-doug brezel an Hêrez. Aspedet e voe Yann IV da zont en-dro. Dilestriñ a reas hemañ e porzh Dinarzh d'an [[3 Eost|3 a viz Eost]] [[1379]]. Degemeret e voe gant un engroez entanet, gant [[Janed Pentevr]] (intañvez Charlez Bleaz), ha gant holl noblañsed ar vro.
 
* Taolennet eo an degouezh-se er sonenn hengounel mil-anavezet ''[[An Alarc'h (kanaouenn)|An Alarc'h]]'' he zitl, bet embannet gant [[Théodore Hersart de La Villemarqué|Kervarker]] er [[Barzhaz Breizh]]. D'an 3 a viz Eost 1929, da-geñver 650{{vet}} deiz-ha-bloaz dilestradeg Yann IV, e voe staliet un izelvos en arem (s.o. al luc'hskeudenn a-us) e porzh Dinarzh ; er gwelet a c'haller war ''pourmenadenn ar loar-gann'', eus tu hanternoz ar ''Yacht Club''.
 
=== XX{{vet}} kantved ===
633

modifications