Gouezeleg Skos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: diq:İskoçki; Kemm dister
D Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 19:
'''Gouezeleg Skos''' (e gouezeleg ''Gàidhlig'', kodoù ISO 639-2: ''gla'', ISO 639-1:''gd'') zo unan eus ar [[yezhoù gouezelek]], ur [[yezhoù keltiek|yezh keltiek]] a gomzer e [[Bro-Skos]]. Kar a-dost eo d’an [[iwerzhoneg]].
 
War-dro 60 000 den a ra gantañ e Bro-Skos. ''Gàidhealtachd'' eo an anv a roer d’an takad ma’z eus bet dalc’het d’ober gantañ evel yezh pemdeziek gant an darn vrasañ eus an dud a-hed an istor, da lavarout eo en Inizi ar C’hornôg (''Na h-Eileanan an Iar'') hag en ul lodenn vat eus an [[Uheldirioù Bro-Skos|Uheldirioù]], an tamm eus an douar-bras zo e kornôg hag en hanternoz Skos.
 
Arabat kemmeskañ ''gouezeleg Skos'' gant ''gouezeleg Iwerzhon'' (an [[iwerzhoneg]]) na gant ar '' [[skoteg]]'' (''Scots''), ur yezh deveret hennezh eus an doare saozneg krenn a gomzed en [[Izeldirioù Bro-Skos|Izeldirioù]] Skos.
 
== Istor ar yezh ==