Hélène Jegado : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 15:
 
==Harzet==
E [[1850]] e voe degemeret Hélène Jegado e skipailh mitizhien [[Théophile Bidard]], hag a oa kelenner e skol-veur [[Roazhon]].
Unan eus mitizhien an ti, Rose Tessier hec'h anv, en em gavas klañv hag e varvas pa oa Hélène Jegado oc'h ober war he zro. E [[1851]] e c'hoarveashoarvezas ar memestra gant ur vatezh all anvet Rosalie Sarrazin. Klasket o doa daou vezeg saveteiñ Rosalie Sarrazin ha pa verzjont e oa heñvel he simptomoù ouzh re Rose Tessier e teujont a-benn da gendrec'hiñ he familh da c'houlenn ur c'horfskejadur. Diskred a savas pa grogas Hélène Jegado da embann e oa didamall a-raok ma vije bet goulennataet, ha harzet e voe d'ar [[1añ a viz Gouere]] [[1851]].
Goude enklaskoù all e voe liammet Hélène Jegado ouzh 23 marv diskred warno, an holl anezho bet c'hoarvezet etre [[1833]] ha [[1841]]. N'ez eas ket pell-tre an enklaskoù peogwir e oa c'hoarvezet an traoù ouzhpenn dek vloaz a-raok ma vefe harzet. Soñjal a reer e lazhas 36 den en holl.