Hélène Jegado : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3:
 
==Penn-kentañ he buhez ha torfedoù kentañ==
Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e-kichen [[An Oriant]]. Mervel a reas he mamm pa oa-hi seizh vloaz. Kaset e voe neuze da labourat evel matezh e presbital [[Bubri]], ma laboure div voereb dezhi. Goude-se e teuas da vezañ keginerez e [[Gwern]].
 
Soñjal a reer e krogas da gontammiñ tud e [[1833]] pa oa o labourat evit François Le Drogo e Gwern. Dindan tri miz, etre an [[28 a viz Even]] hag an [[3 a viz Here]] e varvas trumm seizh den : tri den eus an tiegezh, ar beleg en o zouez, hag ivez c'hoar Hélène Jegado hag a oa deuet d'ober ur weladenn. Ken trist e voe Hélène Jegado gant an darvoud ken ne voe tamallet netra outi. E [[1832]] e oa bet ar c'holera oc'h ober e reuz, marteze e voe soñjet e oa reizh e varvfe tud neuze.
Mont a reas Hélène Jegado da labourat da [[Bubri|Vubri]] ma kemeras plas he c'hoar. Tri den a varvas, he moereb en o zouez. Mont a reas goude-se da [[Logunec'h]], ma voe degemeret gant Marie-Jeanne Leboucher. Mervel a reas Marie-Jeanne Leboucher hag he merc'h. Klañv e voe mab Marie-Jeanne Leboucher met treuzvevañ a reas. Un intañvez a ginnigas bod da Hélène Jegado neuze, hag e varvas ivez an intañvez.
 
E [[1835]] e labouras Hélène Jegado evel matezh en ur gouent en [[an Alre|Alre]], met buan e voe skarzhet abalamour da veur a zarvoud (vandalerezh ha taolioù-disakr).
 
Keginerez e voe Hélène Jegado e meur a di, met ne badas ket. Peurliesañ e varve pe en em gave klañv unan bennak. Daoust ma ne voe biskoazh tapet Hélène Jegado gant arsenik, e veze kavet simptomoù kontammiñ gant arsenik gant an dud-se. N'eus roud ebet eus marvioù diskred warno etre [[1841]] ha [[1849]], met kaoz a zo eus laeroñsi, ha meur a wech e voe tapet Hélène Jégado pa oa o laerezh.