Banniel Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: yo:Àsìá ilẹ̀ Írẹ́lándì
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
Ur banniel gwer gant un [[telenn|delenn]] en e greiz a oa arouez broadelourien Iwerzhon, abaoe ar {{XVIIvet kantved}}. E dibenn an {{XVIIIvet kantved}} e oa deuet da vezañ banniel ar republikaned a oa bodet er strollad [[United Irishmen]]. [[Urzh Orañjez]], ar strollad a vode Protestanted, e biz an enezenn dreist-holl, e koun ar roue [[Gwilherm III (Bro-Saoz)|Gwilherm III]] a oa bet trec’h war emsavidi gatolik Iwerzhon e 1690. En {{XIXvet kantved}} e teuas ar soñj tamm-ha-tamm gant republikaned Iwerzhon e oa dav unaniñ an div gumuniezh-se, evit sevel ur stad iwerzhonat dizalc’h.
{{XIXvet kantved}}
Ar skouer gentañ a anavezer eus implij an tri liv evel arouez broadelour a oa e miz Gwengolo [[1830]], pa voe gwelet kokardennoù el livioù-se gwisket gant tud a felle dezho lidañ [[Dispac'h Gall 1830|Dispac'h 1830]] e Bro-C’hall. Ar banniel, evel m’em’en anavezomp bremañ a voe krouet e 1848 gant [[Thomas Francis Meagher]] eus an emsav [[Iwerzhon Yaouank]]. E [[1916]] e voe dispaket bannieloù evel-se e-pad Emsavadeg Pask, evit aroueziañ ar Republik nevez. Degemeret e oa bet an triliv da vanniel ofisiel gant [[Stad Dieub Iwerzhon]], pa oa bet savet houmañ e 1922. Ha kadarnaet e oa bet an dibab-se e bonreizh miz Kerzu 1937 ha, goude-se, pa zeuas Iwerzhon da vezañ ur republik e [[1949]].
 
Ar banniel triliv-se zo, evit broadelourien Hanternoz Iwerzhon, arouez enez Iwerzhon en he fezh, hag implijet e vez ganto evel-se. Goude savidigezh [[Norzhiwerzhon|Hanternoz Iwerzhon]] e 1922, ne oa nemet an [[Union Jack]], banniel ar Rouantelezh Unanet, a oa ofisiel eno, hag ivez an ''Ulster Banner'', banniel Gouarnamant Norzhiwerzhon etre 1953 ha 1972. Ha berzet eo bet an implij eus an triliv gant al lezenn e-pad meur a vloaz.