Maria Francisca de Assis de Bragança : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
E [[1829]] e varvas ar rouanez, [[Marie-Josèphe de Saxe (1803-1829)|Marie-Josèphe de Saxe]], trede pried ar roue, da 26 bloaz. Ne grede ket Maria Francisca ha Carlos e vije addimezet ar roue Fernando goude marv e drede gwreg. Carlos a oa da vezañ roue war-lerc'h e vreur eta peogwir ne oa bugel ebet d'ar roue.
 
Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel, ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, hag ar frankizourien, harpet gant breuryaouankaén ar roue, an infant [[Francisco de Paula Spagn]], ha dreist-holl e bried, ha nizez, [[Luisa de Borbone-Sicilia (1804-1844)|Luisa Carlotta]], ur vaouez a benn.
 
Enebourien e oa an daou vreur eta. Trec'h avat e voe an infantez Luisa pa deuas a-benn da lakaat ar roue Fernando, 45 bloaz dezhañ, da zimeziñ d'he c'hoar yaouank [[Marie-Christine de Bourbon-Siciles]], 22 bloaz. Ar c'hiz a oa e ti Bourboned Spagn da zimeziñ etre eontred ha nizezed, rak ne ouied ket neuze petra e oa gwallefedoù ar genwadelezh: aferioù politikel e oa an dimezioù, ha roet e veze an aotreoù ret gant ar pab brokus d'ar briñsed katolik.