Herve : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: it:Erveo di Bretagna
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Herve (anv-badez)}}
[[Skeudenn:Guimiliau10.jpg|thumb|250px|right|Delwenn sant Herve en iliz [[Gwimilio]].]]
'''Herve''' zo unan eus sent vrezhon ar {{VIvet kantved}}.
 
==E vuhez==
Mab e vije bet da [[Sant Houarvian|Houarvian]], ur barzh eus [[Enez Vreizh]] dimezet da [[Riwanon]], eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e [[Gwitevede]], war-dro [[525]]. Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutañ. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant [[Urfol]], e [[Plouvien]]. Goude e studioù e vevas Herve en ur peniti e [[Treouergad]], e-pad ur pennad, gant ur bleiz doñvaet gantañ<sup>1</sup>. Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur [[manati]] e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h [[Lanhouarne]], diwar e anv (''Houarnev'' = ''Herve'').
Mervel a reas en e vanati e [[568]] pe [[575]]. Kaset e voe e relegoù da Vrest, e [[878]], gant aon rak tagadennoù ar [[Vikinged]], ha goude se da [[Naoned]]. Kollet e voent da vare an [[Dispac'h gall]].