Maria Josepha von Sachsen (1803–1829) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
==He buhez==
Ganet e oa e [[Dresden]] d'ar [[7 a viz Kerzu]] 1803.
Merc'h e oa da [[Maximilian von Sachsen]] (1759-1838) ha d'e bried kentañ [[Carolina di Borbone-Parma]] (1770-1804). He mamm a oa merc'h da [[Ferdinando Iañ Parma]] (1751-1802), [[dug Parma]].
 
Pa oa tri miz e varvas he mamm ha kaset e voe d'ur gouent war lez ar stêr [[Elbe]]. Ne deuas er-maez nemet evit dimeziñ.
 
Dimezet e voe e miz Here 1819 da [[Fernando VII]], [[kenderv]] d'he mamm, div wech [[intañv]] ha bepred divugel, pa ne oa-hi nemet 16 vloaz.
Er gouent ma moe savet e oa bet stummet da vezañ katolikez virvidik, hogen ne oa ket bet prientet evit ar briedelezh. Nac'h a reas leuskel he fried da dostaat outi eta. Ret e voe goulenn ul lizher digant ar pab evit displegañ dezhi ne oa ket pec'hed marvel an darempredoù reizhel etre priedoù.