Hyperion (Titan) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
== Ar mojennoù ==
Gant e c'hoar [[Teia]] e c'hanas [[Helios]], an Heol, [[Selene]], al Loar, [[Eos]], tarzh an deiz. kement-se a zo bet kontet gant hesiodes[[Hesiodes]].
 
Koulskoude, hervez [[Diodor a Sikilia]], ne oa nemet un den ordinal deuet da vout roue an [[Atlanted]] dre zimeziñ gant e c'hoar [[Basilea]] merc'h henañ [[Ouranos]] ha [[Gaia]].
 
E vreudeur, an Ditaned, tud varvel anezho ivez d'ar c'houlz-se, a dage gant ar warizi o welet pegen brav ha pegen vertuzus e oa bugale Hiperion. Un deiz e teuas c'hoant dezhe da lazhañ Hiperion ha beuziñ Helios er stêr [[Eridan]]. Pa glevas Selene e oa bet lazhet he breur en em daolas diwar lein he falez gwer. Basilea a zeuas da vout foll hag a veze gwelet o kantren dre ar maezioù. Mont a reas diwar c'horre an douar pa glevas e oa deuet Helios ha Selene da vout doueed.