Romant : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
klask kempenn
Reizh. ha liammoù
Linenn 31:
{{LabourAChom}}
 
Ar '''romant'''où a zo [[skridoù]] [[faltazi]] e [[komz-plaen]], ha meur a [[ranndanevell]] enno. Savet e vez ar romantoù gant ar romantourien. Perzh ar c'homz-plaen a seblant bezañ an hini pouezusañ pa 'z eus oberennoù e komz-plaen berr a reer [[danevell]]où (kevellennoù a zo ur ger rouesoc'h) eus outo. Romantoù berr int, met lod a [[skridvarnerezh|skridvarnourien]] o deus klasket termeniñ reolennoù dibar a vije gant gennad an danevell. Ur gennad lennegezh gwall bleustret eo ar romant ken ez eus meur a seurt anezhañ. Isgennadoù pe gennadoù e-barzh ar gennad int (ar romant karantez, da skouer).
 
Bez e c'heller kavout romantoù ha n'int ket evel-se pa n'eus kalz a draoù ijinet en ur [[romant istorel]] pe pa vez lakaet e gwerzioù[[gwerzenn]]où ([[Eujen Onegin]] gant [[Aleksandr Pouchkin]]). Islinennet eo bet ivez gant ar skridvarnour [[rusia]]n [[Mic'hail Bac'htin]] e vez implijet meur a live yezh en ur romant (live uhel, live poblel, teknikel, lezennel hag all).
 
Kavet e vez gennad ar romant er bed a-bezh ha pa n'en deus ket gwir romantoù en [[Europa]] a-raok an [[12vet kantved]], savet o deus bet ar [[romant sinaek|Sinaiz]] hag ar [[romant japanek|Japaniz]] romantoù hir e kantvedoù kentañ ar maread kristen. Un afrikan, [[Lukius Apuleius Theseus]], en deus savet un hir a [[meurdanevellmeurzanevell]] e [[latin]], "an [[Treuzfurmadurioù]]" (anvet "an Azen aour" ivez) war-dro [[160]], kuit d'e oberenn bezañ e gwerzennoù, a zo gwelet evel diaroger an hengoun kornogel.
 
==Orin ar ger==
E [[Bro-C'hall]] e veze savet oberennoù ''romanice'' (e doare ar [[Henroma|Romaned]] = e latin ) e kreiz ar grennamzer. Pelloc'h e teuas ar ger da venegiñ oberennoù e galleg, ar re-se romantoù peurvuiañ. (Geriadur Albert Dauzat). An ""t brezhonek a seblant bezañ roudenn ar "c" latin.
 
==Isgennadoù ar romant==
Bez ez eus un nebeurt seurtoù romant termenet evel-henn
*[[romant emvuhezadur]]
*[[romant karantez]]
*[[romant-kazetenn]]
Linenn 51 ⟶ 53:
*[[chabistr]] (pennad pe rann bennad ivez)
*[[danevell]]
*[[romant brezhonek]]
*romant hindek
*[[romant japanek]]
Linenn 56 ⟶ 59:
*[[romant sinaek]]
*[[skridvarnerezh]]
*[[steuñvenn (lennegezh)]]