Pedro Iañ Brazil : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
==E vuhez==
===E yaouankiz===
Mab e oa da [[João VI]] (1767-1826), [[roue Portugal]] ha Brazil, ha d'e bried, an infantez spagnol [[Carlota Joaquina Spagnde Borbón]] (1775-1830). Infant Portugal e oa, hag anvet e voe da ''[[priñs Beira]]'' en [[1801]] pa varvas e vreur henañ, an infant Antonio (1795-1801), rak an titl-se a veze roet da eil pennhêr ar gurunenn e Portugal.
 
E dibenn miz Du [[1807]] e voe aloubet Portugal gant armeoù gall an impalaer [[Napoleon Iañ]] , ma rankas an tiegezh roueel hag al lez lestrañ da vont d'an harlu da Vro-Brazil . D'ar [[7 a viz Meurzh]] [[1808]] e tegouezhjont e [[Rio de Janeiro]], hag eno e voe diazezet gouarnamant portugal.