Anna Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 57:
E 1488 e oa faezhet armeoù [[Frañsez II, dug Breizh|Frañsez II]] e [[emgann Sant-Albin-an-Hiliber|Sant Albin an Hiliber]], war-lerc'h ar « ''Brezel Foll'' », e voe ret d'an dug plegañ da zivizoù [[feuremglev Le Verger]] a oa displeget ennañ ne c'halle ket e verc'hed dimeziñ hep asant ar roue gall.
 
D'an 19 a viz Kerzu 1490 e timezas an dugez Anna, dre hanterouriezh, da Vasimilian, roue ar Romaned, a zeuy da vout [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel]], [[impalaer santel roman german]]. Dre se e teuas da vout rouanez ha mamm-gaer [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]], a oa bet dimezet da [[Marc'harid Aostria (1480-1530) |Varc'harid Aostria]], merc'h da Vasimilian.
 
Daoust da soudarded eus [[Kastilha]] hag eus [[Bro-Saoz]] da vezañ deuet da skoazellañ arme an dug e 1491, e talc'has La Trémoille (hag a oa bet trec'h a Sant-Albin) gant ar brezel, hag e teuas ar roue gall da lakaat seziz war [[Roazhon]] ma oa Anna o repuiñ, evit lakaat e grabanoù warni.