Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ast:Odisea
Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 1:
[[Restr:John William Waterhouse - Ulysses and the Sirens (1891).jpg|thumb|500px|Odisseüs hag ar morganezedsirened, taolenn livet gant [[John William Waterhouse]] e 1891 ]]
 
An ''[[Odysseia]]'' pe ''Odisseia'' ([[henc'hresianeg]] Ὀδύσσεια, ''Odysseia'') zo unan eus an daou [[meurgan |veurgan]] [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] lakaet war gont [[Homeros]], ur [[barzh]] [[dall]], hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an [[Ilias]], an oberenn all lakaet war gont ar memes oberour, e diwezh an {{VIIIvet}} kent J.-K., un tu bennak en [[Ionia]], da lâret eo en arvor [[Anatolia]] a oa annezet gant [[Henc'hres]]ianed d'ar c'houlz-se.<ref name="The Odyssey 2003">[[D.C.H. Rieu]]'s introduction to ''The Odyssey'' (Penguin, 2003), p. ''xi''.</ref> Sellet e vez outi evel unan eus brasañ pennoberennoù al [[lennegezh]] er bed ha, gant an [[Ilias]], evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur Europa.
 
Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an [[haroz]] [[akeaned|akean]] [[Odisseüs]] (pe [[Ulises]], evel ma oa anvet er vitologiezh [[henroma|roma]]n) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar [[Troia]]. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, [[Ithaka]], goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak [[Troia]].<ref>Mervel a ra ar c'hi Argos ''autik' idont' Odusea eeikosto eniauto'' ("o welet Odisseüs adarre en ugentvet bloavezh"), [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+17.290 ''Odyssey'' 17.327]; cf. ivez [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+2.129 2.174-6], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.85 23.102], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.129 23.170].</ref>
E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue [[Poseidon]], e tegouezh Odisseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an [[nimfenn]] [[Kalipso]], ar briñsez [[Naosikaa]], ar [[Kiklop|c'hikloped]], an [[hudourez]] [[Kirke]] pe ar [[MorganezSiren]]ed. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg [[Penelope]] hag e vab [[Telemac'hos]] a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar ''Mnesteres'' (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe ''Proci'', heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù Odisseüs.
Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor [[marc'h Troia]] ha drouziwezh ar gêr-se.
 
Linenn 120:
 
==== Kan XII ====
[[restr:Odysseus Sirens BM E440 n2.jpg|thumb|250px|Odisseüs hag ar [[morganezsiren]]ed, lestr gresian]]
 
Goude e veaj e Kimmeria e tistro Odisseüs betek enezenn [[Kirke]] ma'n em gav da noz. Antronoz e chom an Akeaned da ziskuizhañ ha da vanveziñ. Da noz e ro Kirke da Odisseüs titouroù all war ar verdeadenn zo ouzh e c'hortoz a-raok erruout en enezenn an Heol a oa kaoz anezhi gant Tiresias. Komz a ra dezhañ eus ar morganezed[[siren]]ed hag eus ar moaien da vezañ gwarezet diouzh o c'han marvus, eus ar [[Simplegades]], div skosell a vrae al listri pa glaskont tremen hag a zo annezet gant daou euzhvil [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. N'eus ken an [[Argonaoted]] a gement zo deuet a-benn da dremen e-biou dezhe gant sikour [[Hera]]. Leuskel a ra Kirke ar choaz da Odisseüs da dremen e-biou an eil pe egile.
 
Antronoz vintin ez a kuit an Akeaned da vat. A-drugarez da guzulioù Kirke e tremenont hebioù ar [[morganez (mitologiezh)|morganezed ]] hep chati, rak Odisseüs en deus roet urzh d'e verdeidi da stoufañ o diskouarn gant koar. Lakaet en deus anezhe da ereañ anezhañ ouzh ar wern abalamour dezhañ da glevet kan ar morganezed hep en em deuler war e benn er mor. Degouezout a reont goude e-kichen skoselloù [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. Tremen a reont pell diouzh [[C'haribdis]] met n'int ket evit treiñ diwar an euzhvil all, Skilla, a gemer hag a zebr 6 den.
 
Goude se e tosta lestr Odisseüs da Enezenn [[Helios]], an heol. Degas a ra Odisseüs da soñj d'an holl eus kemenn [[Tiresias]] ha difenn a ra oute chaseal en enezenn. Pourvezioù a-walc'h zo el lestr e-pad an devezhioù kentañ da voueta an holl. E-doug ur miz avat ez eo dalc'het an Akeaned en enezenn gant an avelioù enep. Ur miz war-lerc'h ez int erru marnaoniet ha ne c'hallont ket mont kuit abalamour d'ar gwall amzer. Ober a reont o mad eus kousk Odisseüs da zebriñ chatal [[Helios]]. Hennezh, pa spurmantwel anezhe diwar lein e garr, a c'houlenn diouzhtu gant [[Zeus]] veñjiñ anezhañ. Banveziñ a ra keneiled Odisseüs e-pad 6 devezh, hep teurel evezh ouzh ar ragarouezioù spontus kaset dezhe : da skouer e vlej ar c'hig zo o treiñ ouzh ar ber. D'ar seizhvet devezh e kouezh an avel hag al lestr a ya kuit. Tapet int en ur barrad-amzer avat ha Zeus a gas ar foeltr ouzh a vag a ra peñse gant an holl verdeidi. Odisseüs hepken, abalamour ma n'en deus ket debret eus chatal an heol, a chom bev. E-pign ouzh un treust ez eo kaset gant ar mor e-pad dek devezh, betek enezenn [[Kalipso]] hag e tremen eno ar seizh bloavezh da-heul, prizoniet gant an nimfenn.
 
=== Kan XIII da XX : distro Odisseüs da Itaka ===