Impalaeriezh trevadennel Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: io:Hispaniana Imperio
D r2.7.3) (Robot kemmet: io:Hispaniana imperio; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Spanish Empire Anachronous 0.PNG|thumb|350px|right| Ar broioù zo bet dalc’het gant ar [[Spagn]]oled da vare pe vare, gant liv ruz, hag an douaroù e dalc’h Portugal gant liv roz.]]
'''[[Impalaeriezh trevadennel]] [[Spagn]]''' a reer eus hollad an douaroù tramor aloubet gant Spagnoled ha renet ganto e-pad pell. Unan eus an impalaeriezhioù trevadennel brasañ zo bet en istor eo hini Spagn, e-kichen hini Portugal. Er {{XVIvet kantved}} hag er {{XVIIvet kantved}} e voe aloubet e-leizh a zouaroù gant ar Spagnoled, e pep lec’h dre ar bed. [[Kastilha]] zo bet, evel [[Portugal]], unan eus ar broioù er penn a-raok evit ar beajoù da zizoleiñ ar bed hag evit an [[trevadennerezh|trevadenniñ]]. En he brasañ e voe an impalaeriezh-se etre [[1580]], pa voe staget [[Impalaeriezh trevadennel Portugal]] ouzh domani Spagn, ha [[1800]], pa grogas Spagn da goll he zrevadennoù e [[Suamerika]].
 
== Deroù ==
 
An douaroù tramor kentañ aloubet gant Spagnoled a voe an inizi [[Kanariez]]. Aloubet e voent ganto e [[1491]]-[[1496]], ha lazhet e voe ar bobl a veve warno er {{XVvet kantved}}. An eil kammed a voe aloubidigezh [[Melilla]], ur gêr en arvor Maroko e [[1497]]. Rouantelezh [[Kastilha]] a stagas da vat da glask perc’hennañ douaroù tramor, pa oa bet echuet ar [[Reconquista]], ar stourm a-enep muzulmaned kreisteiz Spagn, goude diskar [[Emirelezh Kordoba]] e miz Genver [[1492]].
 
[[SkeudennRestr:Columbus Taking Possession.jpg|thumb|right|300px|[[Kristol Goulm]] o touarañ war enez [[Hispaniola]].]]
[[Kristol Goulm]], goude ma oa bet distaolet e ginnig gant roue [[Portugal]], a voe degemeret mat e servij gant ar rouanez [[Izabel Kastilha]] hag ar roue [[Ferdinant II Aragon|Ferdinant Aragon]]. Asantiñ a rejont arc’hantañ beaj ar moraer eus [[Genova]] a glaskfe tizhout an [[Indez]] hag o zeñzorioù, en ur vont war-zu ar c’hornôg. E miz Here [[1492]] e voe tizhet gant Kristof Goulm enez [[San Salvador (Bahamas)|San Salvador]] (en enezeg [[Bahamas]]), ha goude-se e voe diazezet gantañ an drevadenn spagnol gentañ en Amerika war enez [[Hispaniola]]. Graet e voe anezhañ "besroue an Indez" ([[1493]]-[[1500]]) gant rouaned Spagn. Hogen drastus e voe e zoare da ren an Indez, ken evit an drevadennerien aet d’an enez, ken evit annezidi gentañ Hispaniola a yeas o niver d’an traoñ buan. E-kerzh e deir beaj all e voe ergerzhet gant Koulm an inizi [[Antilhez]] hag aodoù [[Kreizamerika]]. Met un den all eus Genova, [[Amerigo Vespucci]], an hini a roas e anv d’ar c’hevandir nevez-kavet, [[Amerika]], goude e veajoù etre [[1499]] ha [[1504]]. Er {{XVIvet kantved}} e voe ergerzhet douaroù e-leizh gant ar Spagnoled : adalek [[Kalifornia]] ha [[Florida]] betek [[Douar an Tan]], hag er [[Meurvor Habask]], betek an inizi [[Filipinez]] hag an [[inizi Salomon]].
Gant ar pab e [[1493]] ha gant [[Emglev Tordesillas]] e [[1494]] e voe kompezet an tabut a save etre Spagn ha Portugal, ha rannet e voe ar bed etre div lodenn : an hanter a c’hallje bezañ trevadennet gant Portugal (Afrika, Azia) hag an hanter all gant Spagn (Amerika, nemet Brazil ma oa douaret Portugaliz dija, hag an tammoù reterañ eus Azia).
 
== Ar g-[[Conquistador]]ed ==
 
[[Conquistador]]ed (da lavarout eo « alouberien », e spagnoleg) a reer eus ar Spagnoled aet da aloubiñ douaroù nevez Amerika. E [[1511]] e oa bet aloubet an inizi brasañ, an [[Antilhez Bras]] ([[Kuba]], [[Hispaniola]], [[Puerto Rico]]). Tudjentil a renk izel e oant, ha gant ar mojennoù a veze kontet diwar-benn an [[Eldorado]], ar vro varzhus leun a aour a oa en tu all d’ar mor, e oant broudet da guitaat Kastillha da vont d’an « Douar Nevez », da redek an avantur. Gant [[Hernán Cortés]], hag un nebeud kantadoù a dud war e lerc’h, e voe aloubet [[Mec’hiko]] diwar-goust an [[Azteked]] e [[1519]]-[[1521]] ; [[Francisco Pizarro]], eñ, a lakaas e grabanoù war [[Perou]], diwar-goust an [[Inkaed]] e [[1532]]-[[1534]]. Dre ma oa armoù dreist gant ar Spagnoled, ha dre ma oa rannet an [[Amerindianed]] e voe aloubet kement a zouaroù ken buan-se. Ur wech staliet mat en Amerika ez eas ar Spagnoled da drevadenniñ an inizi [[Filipinez]], en tu all d’ar [[Meurvor Habask]] er [[bloavezhioù 1560]] ; ha neuze e chomjont a-sav war harzoù [[Impalaeriezh trevadennel Portugal]], evel ma oa bet rakwelet gant [[Emglev Tordesillas]] e [[1494]].
 
== Merañ an « Douar Nevez » ==
[[SkeudennRestr:Imperio Español America 1800.png|200px|right| An Impalaeriezh spagnol en Amerika e 1800]]
E [[1503]] e voe savet gant ar rouanez Izabel ''La Casa y Audiencia de Indias'', un aozadur anavezetoc’h dindan an anv [[Casa de Contratación]], karget da renkañ ar c’henwerzh etre Spagn hag an trevadennoù nevez. Sevel a rae taosoù war ar marc’hadourezh deuet eus [[Indez ar c’hornôg]] (ur bempvedenn eus o zalvoudegezh, ''Quinto Real'') ha dastum a rae gouiziegezh war an douaroù ergerzhet gant ar Spagnoled. E [[1524]] e voe savet Kuzul an Indez (''Consejo de Indias'') d’ober war-dro melestradur an douaroù nevez-kavet ; harpet e oa, en tu all d’ar mor, gant unnek ''audiencias'' (lezioù-barn), an hini gentañ anezho o vezañ bet savet war [[Hispaniola]] e [[1511]].
 
Linenn 22:
Pinvidik e teu an drevadennerien spagnol da vezañ buan war-bouez an ''[[encomienda]]'' (ar c’humuniezhioù Indianed a veze lakaet da labourat evit o mistri spagnol). An tachennoù bras anvet ''[[latifundia]]'' a voe savet, dreist-holl, adalek ar {{XVIIvet kantved}}. A-hend-all e veze korvoet ar mengleuzioù [[aour]] (e [[Kolombia]]) hag [[arc'hant (metal)|arc'hant]] ([[Zacatecas]] e Mec’hiko, [[Potosí]] e [[Bolivia]]).
 
== An [[Amerindianed]] ==
 
Spontus eo ar priz a vo paeet gant an annezidi gentañ. D’an traoñ ez a buan an niver a [[Amerindianed]] : tremen a ra eus war-dro 80 milion e deroù ar {{XVIvet kantved}} da war-dro 12 milion kant vloaz war-lerc’h. Gant al lazhadegoù, al labour ret hag ar c’hleñvedoù degaset eus Europa, dreist-holl, e voe diskaret ar pobloù indian.
Linenn 40:
Daoust ma ne oa ket pinvidik ar vro a-fed [[aour]] pe [[spis (temz)|spisoù]], e kave da Spagn e vije ur bazenn gentañ da vont da avielañ Sina ha Japan. [[Frañsez Zavier]], pa yeas da Japan a gasas gantañ un den genidik eus Filipinez, [[Lorenzo Ruiz]], zo bet lakaet da sant abaoe. Ne reas ket berzh ar visionerien gatolik e Sina ha Japan, met e Filipinez e teuas buan an iliz katolik da gaout ur pouez bras. Ha se e oa unan eus palioù pennañ rouaned Spagn pa glaskent trevadenniñ broioù pell.
 
== Diskar an impalaeriezh ==
 
Kregiñ a reas galloud trevadennel Spagn da vont war ziskar er {{XVIIvet kantved}}, daoust (pe abalamour) ma kresk poblañs an trevadennoù. An aour kaset da Spagn a veze dispignet buan evit paeañ dleoù d’ar vankerien a Alamagn pe Italia. Hag e-keit-se e kolle Spagn lod eus he zud a yae da redek bro en tu all d’ar mor. Gant ar brezelioù en Europa ([[Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz]], [[Brezel Tregont Vloaz]]) e voe dispignet nerzh hag arc’hant Spagn.
 
== Dizalc’hiezh an trevadennoù en Amerika ==
 
[[SkeudennRestr:Battle of Ayacucho.jpg|right|thumb|300px|[[Emgann Ayacucho]] e [[Perou]].]]
Displijet e oa an dud eus ar vegenn (ar re wenn, bet ganet en trevadennoù) gant pouez beli Spagn warno. Tud evel [[Simón Bolívar]] a gemeras skouer war an [[Dispac'h gall]] e dibenn ar {{XVIIIvet kantved}}. Tennañ a rejont splet eus aloubadeg Spagn gant [[Napoleon Iañ|Napoleon I{{añ}}]] e [[1808]] evit embann dizalc’hiezh broioù Suamerika. Mouget e voe an emsavadegoù-se gant feulster gant ar Spagnoled, pa zeuas ar roue [[Fernant VII Spagn|Fernant VII]] war an tron en-dro e [[1813]]. Met daoust da se e teuas broioù Suamerika, tamm-ha-tamm, da vezañ dizalc’h.
 
Emsavadegoù a voe adarre a-enep rouantelezh Spagn, levezonet gant [[Brezel dizalc'hiezh ar Stadoù Unanet]], da sevel republikoù dizalc'h. [[Kuba]] ha [[Puerto Rico]] a chomas dindan yev Spagn. Hogen, etre [[1814]] ha [[1830]], trevadennoù spagnol Amerika a yeas d'ober broioù dizalc'h nevez : [[Arc'hantina]], [[Bolivia]], [[Kolombia]], [[Chile]], [[Ecuador]], [[Mec'hiko]], [[Paraguay]], [[Perou]], [[Proviñsoù Unanet Kreizamerika]], ar [[Republik Dominikan]], [[Uruguay]] ha [[Venezuela]].
 
== Dibenn an impalaeriezh e trevadennoù Afrika ==
[[SkeudennRestr: Marrocoprotectorate.png|250px|thumb|right|An douaroù e dalc’h ar Spagnoled e Maroko, e 1912]]
Dirollañ a reas ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù Unanet : e [[1898]] e voe kollet [[Kuba]], [[Puerto Rico]] hag ar [[Filipinez]] gant ar Spagnoled, aloubet ma oa bet ar broioù-se gant an Amerikaned.
 
Ne chome mui nemet un nebeud trevadennoù en Afrika gant Spagn, neuze. En o zouez e c’heller menegiñ ar [[Rif]], e hanternoz [[Maroko]], aloubet e deroù an {{XXvet kantved}}, ha chomet spagnol daoust da emsavadeg [[Abd el-Krim]], e [[1921]]-[[1926]]. E [[1936]] ez eo eus hanternoz Maroko, hag eus an inizi [[Kanariez]], e loc’has soudarded [[Francisco Franco|Franco]] da vont d’en em gannañ e [[Brezel diabarzh Spagn]]. E [[1956]] e voe roet ar braz eus an douaroù spagnol-se da stad Maroko, war-bouez [[Ceuta]] ha [[Melilla]] zo chomet kêrioù e dalc’h Spagn. N’eo nemet e [[1975]], goude marv [[Francisco Franco|Franco]], e voe kuitaet [[Sahara ar C'hornôg]] gant Spagn, ha goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Maroko.
 
== Ar broioù zo bet e dalc’h an Impalaeriezh trevadennel spagnol ==
 
* '''en Amerika'''
Linenn 98:
** [[Ginea ar C'heheder]] ([[1778]]-[[1968]])
** un nebeud kêrioù en arvor hanternoz Afrika, er {{XVIvet kantved}} ([[Oran]], [[Bejaia]], [[Annaba]]…)
 
 
{{Liamm PuB|es}}
 
[[Rummad:Trevadennerezh|Spagn]]
[[Rummad:Impalaeriezhioù]]
[[Rummad:Istor Spagn]]
 
{{Liamm PuB|es}}
 
[[ar:الإمبراطورية الإسبانية]]
Linenn 134 ⟶ 133:
[[ia:Imperio Hispanic]]
[[id:Imperium Spanyol]]
[[io:Hispaniana Imperioimperio]]
[[is:Spænska heimsveldið]]
[[it:Impero spagnolo]]