Vajrayana : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: pl:Wadżrajana
D r2.7.3) (Robot kemmet: eu:Vajrayāna; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageRestr: Vajrasattva Tibet.jpg|thumb|upright=1.2|[[Vajrasattva]], ar vajra hag ar c'hloc'h gantañ en e zorn]]
 
Ar '''Vajrayāna''', anvet ivez '''boudaegezh tantrek'''<ref>Lâret e vez ivez ''Tantrayāna'', ''Mantrayāna'', ''Mantra kuzh'', ''boudaegezh ezoterek'' ha ''Karbed an diamant''.</ref><!--Please do not insert other languages as the term Vajrayana derives from Sanskrit and not any other languages. --> zo unan eus skourroù ar [[Boudaegezh|voudaegezh]]. Sellet e vez outañ gant lod evel ur skourr eus ar [[Mahayana]].
Linenn 6:
Hervez testennoù an Vajrayana e ra Vajrayana dave da unan eus tri c'harbed pe [[Yana (boudaegezh)|tri hent ar sklêrijennadur]]. An [[Hinayana]] (disheñvel diouzh an [[Theravada]]) hag ar [[Mahayana]] eo an daou skourr all eus ar voudaegezh.
 
E anv [[sañskriteg]] a dalvez « karbed » ( ''[[yāna]]'') an diamant (''[[vajra]]''), dizistrujus ha skedus evel ar gwirvoud diwezhañ-holl, pe « karbed an tan-foeltr », a zistruj an diouiziegezh, hag a laka ar feizidi da heuliañ hent ar sklêrijennadur evel ur vrogonenn. Anvet eo ivez ar c'harbed-se, pe an hent-se etrezek ar sklêrijennadur, '''mantrayāna''' ha '''tantrayāna''', rak harpañ a ra war ar [[mantra]]où hag an [[tantra]]où. Kavout a reer ivez an anv '''guhyayāna''' (« karbed kuzh » hag [[ezoteregezh|ezoterek]] eta, troet e [[sinaeg]] gant ''mìzōng'' 密宗 hag e [[japaneg]] gant ''[[mikkyo]]'').
 
Bev eo hiziv an deiz e broioù an [[Himalaya]] ([[Tibet]], [[Nepal]], [[Sikkim]], [[Bhoutan]], norzh an [[Indez]], ha bevennoù kornôg ha norzh [[Republik Pobl Sina|Sina]]). Feizidi a gaver ivez e [[Mongolia]] hag e broioù zo eus [[Kevread Rusia]] (Oblast [[Oblast an Amour|Amour]] ha Tchita, Republikoù [[Touva]], [[Bouriatia]] ha [[Kalmoukia]], proviñs [[C'habarovsk]]), ha betek Bro-Japan ([[Shingon]] ha [[Tendai]]). A-hervez e vefe ar seurt boudaegezh choazet an aliesañ gant an dud n'int ket a orin eus Azia, a-raok ar [[Zen]]. Daoust ma'z eo disheñvel e orin ez eo tost ar [[Bonpo]] tibetan da vezañ un doare vajrayāna nann-boudaek.
 
Diwanet eo ar Vajrayāna war un dro gant an [[Hindouegezh|hindouegezh tantrek]]. Daoust ma oa skrivet testennoù kentañ ar voudaegezh tantrek en India en IIIde kantved ha ma oa savet re all betek an XII{{vet}} kantved<ref name="Buddhist Thought 2000. pg 194">''Buddhist Thought: A complete introduction'' to the Indian tradition by Paul Williams with Anthony Tribe. Routledge, 2000. ISBN 0-203-18593-5 pg 194</ref> e soñj lenneien evel Hirakawa Akira e tiwanas ar Vajrayana er VI{{vet}} pe er VII{{vet}} kantved<ref name=Akira9>History of Indian Buddhism - Hirakawa Akira (troet hag embannet gant Paul Groner) - Motilal Banarsidass Publishers, Delhi, 1993, p. 9</ref>, hag ar ger Vajrayana a anadas en VIII{{vet}} kantved<ref name="MEB875-876">Macmillan Encyclopedia of Buddhism, 2004, page 875-876</ref>. Diorroet-mat e oa war-dro ar VII{{vet}} kantved e norzh India, e Stadoù [[Orissa]] ha [[Bihar]] peurgetket.
Linenn 18:
<references/>
 
[[CategoryRummad:Vajrayana| ]]
[[Rummad:Gerioù ha frazennoù sañskritek]]
[[Rummad:Meizadoù ar voudaegezh]]
Linenn 33:
[[es:Vajrayāna]]
[[et:Vadžrajaana]]
[[eu:VajrayanaVajrayāna]]
[[fa:وجره‌یانه]]
[[fi:Vajrayana]]