Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hi:बसंत और शरद काल
D r2.7.3) (Robot kemmet: en:Spring and Autumn period; Kemm dister
Linenn 1:
'''Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù''' ([[sinaeg]] 春秋时代, [[pinyin]] ''chūn qiū shí dài'', "marevezh nevezamzerioù diskar-amzerioù" <ref> http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html </ref>) a reer eus ur marevezh en Istor [[Sina]] a badas eus '''770 KJK''' betek '''476 KJK''', kent ganedigezh Sina er bloavezh 221 KJK eta. Eus al levr klasel ''Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù'', a zo unan eus [[Pevar Levr ha Pemp Klaselour]] Sina, e teu an anv .

Ar bloavezhioù 722-481 zo danevellet er C'hlaselour, da lavaret eo e krog 48 vloaz diwezhatoc'h hag ez echu 5 bloaz abretoc'h eget ar marevezh istorel evel m'eo bet staliet gant an istorourien.

Evit a sell ouzh amzeroni Istor [[Politikerezh|politikel]] Sina ez eo ''Chūn Qiū Shídài'' kentañ marevezh ren ar remziad '''Zhou ar Reter''' (771-221), an eil tamm o vezañ [[Marevezh ar Stadoù Brezelour]] (475-221). <ref> Library of Congress, Washington D.C., SUA > http://lcweb2.loc.gov/cgi-bin/query/r?frd/cstdy:@field(DOCID+cn0015) </ref>
== An andonioù istorel ==
* Ar 春秋 ''' ''Chūn Qiū '' ''', ''Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' eo ar skrid koshañ a-zivout ar marevezh.

:Bloazdanevelloù ar Stad '''Lu''', bro [[Konfusius]], eo ar skrid-se. Darvoudoù Lu hag ar Stadoù amezek zo danevellet ennañ, ha hervez an hengoun ez eo Konfusius e-unan en devije staliet ar gentel gentañ anezhañ.

* Diaes e vije arverañ ar ''Chūn Qiū'', ken noazh ha krenn eo e zoare, hep ar ''' ''Zuozhuan''''', "skrid Zuo", ul levr skrivet gant ''' ZUO Qiuming''' er 4re kantved KJK a-benn displegañ ar ''Chūn Qiū '' en un doare klokoc'h hag aesoc'h da lenn.

* Un andon bouezus all eo 史记, ''' ''Shǐ Jì''''', "Kounskrid an Istorour" gant [[Sima Qian]] (~145-~86) : e korf ar ''Shi Ji'', en tregont levrenn ar ''' ''Shijia''''' (世家, ''shì jiā'', “tiez hêrezhel”) e teskriv marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' ha hini ar ''Stadoù Brezelour''.
== Red an Istor ==
[[SkeudennRestr:Frühling-und-Herbst2.jpg|thumb|'''Ar Stadoù e Sina da vare''''''an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù''']]
Pa oa ren ar remziad '''Zhou ar C'hornôg''' (1027-771) <ref> Library of Congress </ref> o vont da echuiñ e voe pobladoù kantreer ar Gwalarn, 犬 ''Quăn'' ("Kon/Chas") ha 戎 ''Róng'' ("Armead") dreist-holl, o c'hounez tachenn er Reter a-wagennadoù hag o krignat an tiriad Zhou tamm-ha-tamm betek lakaat gourdrouz bras war e galon.

Er bloavezh 771 e voe lazhet ar roue ZHOU You gant an alouberien kevredet gant markiz ar Stad '''Shen'''. <ref> ''CHEN'' war ar gartenn </ref>. Peogwir e teuas diaes d'e warlerc'hiad ar roue ZHOU Ping chom er gêrbenn gozh e tec'has, harpet gant ar Stadoù '''Jin''' ha '''Zheng''' <ref> ''TSIN'' ha ''CHENG'' war ar gartenn </ref>, da staliañ e Lez en ur gêrbenn nevez, ''Luoyi'' <ref> Hiziv : etre kêr Luoyang ha kêr Zhengzhou, 35° N • 112-113° R </ref>, pelloc'h war ar Stêr Velen (黄河 ''Huáng Hé'') e Reter ar rouantelezh. Eno e tiazezas ar remziad '''ZHOU ar Reter''' er bloavezh 770.

Krennet a-galz e oa bet ar rouantelezh Zhou neuze, pa ne astenne ket e levezon pelloc'h eget bro ar gêrbenn, ha gwanaet kement all galloud ar roue a oa gronnet gant aotrounez na sentent mui outañ.

Buan e voe kevezerezh etre an aotrounez-se a-benn kemer an tu kreñv an eil re war ar re all.
E-kerzh marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' e teuas lod Stadoù da vezañ galloudus dre lakaat Stadoù amezek dindan o beli ; ''Pemp pennaotrou marevezh an Nevezamzerioù ha Diskaramzerioù'' a reer eus duged ar Stadoù Chu, Jin, Song, Qi ha Qin. <ref> ''CH'U'', ''TSIN'', ''SUNG'', ''CH'I'' ha ''TS'IN'' war ar gartenn </ref>

Er bloavezh 681 KJK e voe Qi e penn an unvaniezh a gemeras lec'h ar roue a-benn renkañ ar brezelioù etre ar Stadoù gwizien da Zhou. <ref>THOTE Alain, ''Encyclopædia Universalis''</ref>

Gant duged Jin ha Qin kevret e voe unanet aotrounez Kompezenn Greiz ar Stêr Velen dindan banniel roue Zhou a-benn skarzhañ an alouberien en Norzh ha stourm ouzh ar Stad Chu er Su. Brezelioù hir a voe en daou du, ar pezh a saveteas sevenadur ar Gompezenn Greiz e gwirionez.

Hogos a-hed marevezh an Nevezamzerioù ha Diskaramzerioù e padas ar brezel etre ar Stadoù Jin ha Chu, met pa voe tost echu ar marevezh e voe ar Stadoù Wu ha Yue <ref> Kartenn : ''WU'', war an aod dindan Lu, ha ''YUEH'', e-tal enez [[Taiwan]] </ref> ar Stadoù kreñvañ.

== Politikerezh ==
A-feur ma yae galloud ar rouantelezh Zhou war ziskar e kreske hini an aotrounez amezek, daoust dezho kendelc'her da embann o fealded da Zhou. Tamm-ha-tamm e kreskas o ziriadoù hag o dizalc'h, ha dre-se e kemmas ar frammoù politikel en dugelezhioù, petra bennak ma choment levezonet gant reizhiad ar rouantelezh o vont da get.

Ar [[Gladdalc'helezh|c'hladdalc'helezh]] eo a oa framm reizhiad politikel ar rouantelezh Zhou ; eilet e voe e pep dugelezh, hogen war ur skeul vihanoc'h evel-just, hini ar gêrbenn hag he broad.

Pa vez heñvel an abegoù e vez heñvel an heuliadoù : c'hoarvezout a reas gant an aotrounez ar pezh a oa c'hoarvezet gant Zhou.

Rener ar Stad-mañ-Stad a zalc'he e veli war an noblañsoù dre reiñ douar-dalc'h dezho evel gopr, ar glad-se o tremen d'o diskennidi a rumm da rumm. Un asked eus melestradur kemplezhek ar rouantelezh a oa e pep dugelezh, an noblañsoù gwizien d'ar roue o c'hoprañ gwizien d'o zro a-benn renkañ ar bobl.

E dibenn marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' e voe lod noblañsoù o c'hounit galloud hag oc'h em zistag diouzh beli an dug, tra ma teue o gwizien ken galloudus ivez ma kemerent perzh e meradur ar Stad – an noblañsoù a rene war ar Stad tra ma oa o gwizien ouzh he c'has.
== Armerzh ==
Peogwir e kreske tiriad pep Stad e voe tachennoù nevez da ziorren, ha prevez e oa an darn vrasañ eus an douaroù nevez-labouret. Tamm-ha-tamm e yeas ar bobl drouklaouen gant dasparzh an douaroù ha nec'het o vezañ rediet da labourat an douar evit an noblañsoù. Pa zistroas an dud o zailhoù diouzh perc'henned an douaroù ez eas stad kefioù pep dugelezh da falloc'h-fallañ.

En abeg da gement-se e voe kemmet reizhiad arc'hantel an douaroù e lod Stadoù adal kreiz marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' : er Stad Lu da skouer, er bloavezh 594 KJK, e voe lamet an diforc'h etre douaroù an noblañsoù hag an douaroù prevez, ha staliet an tailhoù dre ment pep domani. Kresk a voe en tailhoù dastumet, ha muioc'h a galon o devoe ar gouerien da labourat an douar. Dre ar c'hemm-se el labour-douar e voe kemmet ar greanterezh hag ar c'henwerzh ivez.
== Kevredigezh ==
Teir renkad tud a oa bet er gevredigezh betek-henn : an noblañsoù, an dud voutin hag ar sklaved.

Diwar o c'hanedigezh e veze tutet ha gopret ar gargidi, ha hêrezhel e oa ar c'hargoù peurliesañ : tu a oa d'an noblañsoù da vezañ kargidi a rumm da rumm hep ober tra pe dra ha hep bezañ gouest e gwirionez da seveniñ o c'harg.

Er c'hontrol, ral a wezh e c'halle ar werinidi – hag an noblañsoù izel ivez – tizhout ur garg politikel. Ar sklaved, int, ne oant ket en o frankiz zoken.

E dibenn marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' e voe un tamm kemm en traoù.

Tra ma kendalc'hed da c'hoprañ tud diouzh o ganedigezh e krogjod da duta lod all hervez o ampartiz. Noblañsoù izel, ha gwerinidi zoken, a c'hounezas fiziañs ar renerien dre o barregezh hag a voe anvet e kargoù pouezus er Stad. Tamm-ha-tamm e teuas ar ouizieien da vezañ kreñvoc'h eget an noblañsoù e c'hoari ar galloud kevredigezhel.

Gant red an amzer hag ar gevredigezh nevez o tiorren e krogas renkad ar werinidi da vont da get ivez. Echuet e voe gant ar renkadoù digemmus : ur gwerinad a c'hallas treiñ da nobl, hag un nobl distreiñ da werinad. Doujet e veze al labourerien-douar, ar vicherourien hag ar ouizieien heñvel. Kargidi a droas da bolitikerien, ha kenwerzhourien binvidik a c'hounezas galloud. Sklaved a voe lakaet en o frankiz p'o devoa servijet en arme.
== Sevenadur ==
Diwar ar c'hemmoù politikel hag armerzhel e teuas kemmoù er vuhez sevenadurel ivez.

Ne oa mui ar sevenadur hag al lennegezh e-kerz an noblañsoù hepken, ha skolioù prevez a voe digoret a-benn stummañ gouizieien ha kargidi nevez.

Muioc'h-mui a dud desket a voe er gevredigezh, ar pezh a c'hanas kalz mennozhioù ha soñjoù nevez e-kerzh marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù''.

An tri fouezhusañ anezho e voe an [[Daoegezh]], ar [[Konfusianegezh|Gonfusianegezh]] hag al [[Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)|Lezennouriezh]].

* ''Gwelit pep pennad a-benn gouzout hiroc'h''.

Marevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' a zegasas kemmoù bras a voe empret er gevredigezh en eil hanter eus ren ar remziad Zhou ar Reter, pa ne chomas, goude un hir a vrezel, nemet seizh Stad : ''Seizh Galloud [[Marevezh ar Stadoù Brezelour]]''.

== Notennoù ==
<references/>

== Daveennoù ==
* ''Dictionnaire de la Civilisation chinoise'', Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
* http://www.chinaculture.org/
Linenn 70:
[[da:Forårs- og efterårsperioden]]
[[de:Zeit der Frühlings- und Herbstannalen]]
[[en:Spring and Autumn Periodperiod]]
[[es:Primaveras y Otoños]]
[[fi:Kevättä ja syksyä]]