María Luisa de Orleans : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
'''Marie Louise d'Orléans''' (hervez hec'h anv gallek), pe '''María Luisa de Orleans''' (hervez hec'h anv spagnolek) , ganet d'ar [[27 a viz Meurzh]] 1662 e Pariz, ha marvet d'an [[12 a viz C'hwevrer]] 1689 e Madrid, a oa ur briñsez c'hall a zimezas da [[Carlos II]], [[roue Spagn]].
 
Merc'h e oa da [[Philippe de France (1640-1701)|Fulup Iañ Orleañs]], dug Orleañs, breur yaouañ ar roue gall [[Loeiz XIV]], ha d'ar briñsez saoz [[Henriette d'Angleterre]], merc'h d'ar roue saoz [[Charlez Iañ Bro-Saoz]]. Bevañ a rae e lez ar roue gall. Mervel a eure he mamm pa oa 8 vloaz.
 
Spontet e voe pa glevas e ranke dimeziñ da zanvez roue Spagn abalamour ma veze brudet lez Spagn da gaout reolennoù kalet da vevañ, ha pediñ hag azpediñ a reas hec'h eontr Loeiz XIV da chom hep he c'has di, en aner evel-just.