Skoazell:Fallvarchoù boas : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 26:
==Diverkañ==
{{Ront glas}} '''Diverkañ traoù talvoudus''': bez e c'hell ur pennad bezañ bet savet fall ha bezañ talvoudus war un dro memestra. Kentoc'h evit skarzhañ ar pezh a gavez war-eeun, klask reizhañ ar skrid. Bez' e c'heller ivez reizhañ ha kemmañ ar rummadoù pe krouiñ rummadoù nevez evit rummata gwelloc'h ur pennad. Mar bez ret, a-raok diverkañ ul lodenn vras eus ur pennad, kae da gentañ da displegañ da abegoù war ar bajenn gaozeal ha gortoz un tammig. Bez' e c'heller ivez didroc'hañ an tamm bet savet fall hag e eilañ war ar bajenn gaozeal - adlec'hiet e vez an destenn neuze kentoc'h evit diverket da vat;
{{Ront glas}} '''Diverkañ traoù abalamour ma n'int ket neptu''' : Diouzh un tu e rank pennadoù ar Wipedia bezañ an [[Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu|neptuañ]] posubl. Pa gaver pennadoù tuek, klask o c'hempouezañ kentoc'h evit o skarzhañ war-eeun;
{{Ront glas}} '''Diverkañ hep kemenn a-raok''': Bewech ma tiverkez un dra bennaket, skriv un [[diverradur]] a-raok enrollañ ar c'hemm da vat evit reiñ da c'hoût petra zo bet diverket ha perak, a-hend-all e c'hello an implijerion/ezed all krediñ e oa un taol-vandalerezh anezhañ;
{{Ront glas}} '''Diverkañ hep displegañ''': Erbedet e vez displegañ ar rag hag ar perag eus ar c'hemmoù a vez kaset da-benn er pennad-mañ-'r-pennad, estreget munudoù ha reizhadennoùigoù bihan, ken en diverradur ken war ar bajenn gaozeal evit kemmoù meur;