Pasquale Paoli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: eu:Pasquale Paoli
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: la:Paschalis Paoli; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Pasquale Paoli by W Beckey.jpg |260px|thumb|Poltred '''Pasquale Paoli''', gant [[William Beechey]].]]
[[SkeudennRestr:Pascal Paoli01.jpg|200px|thumb|Delwenn '''Pasquale Paoli''' war blasenn greiz [[L'Isula Rossa]]]]
 
'''Pasquale Paoli''' ('''Pascal Paoli''' e galleg) ([[6 Ebrel|6 a viz Ebrel]] [[1725]] - [[5 C'hwevrer|5 a viz C'hwevrer]] [[1807]]) a oa ur brogarour hag un dispac’her eus [[Korsika]].
Linenn 8:
Evit bezañ degemeret gant an holl, ha pa n’o dije ket votet evitañ, ha peogwir e kare e vro, e klaskas Paoli kas da benn unaniezh ar vroad war an dachenn bolitikel. Ur wech trec’het war e enebourien (an dud o doa votet evit lakaat tud all e penn an emsavadeg pe ar re a-du gant Genova), e voe, da vat, rener ar vro. Ur [[Bonreizh|Vonreizh]] a voe savet ha roet e voe ar gwir da votiñ d’an holl. Bonreizh Korsika a voe skrivet gant tud a lezenn eus an enezenn, bodet gant Paoli. Gant ar Vonreizh-se e voe awenet hini ar [[Stadoù-Unanet]]. Dont a rae Korsika da vezañ ar stad demokratel gentañ en Europa. Trec’h e voe ar Gorsiz war armeoù Genova a voe kaset er-maez eus an enezenn, war-bouez un nebeud kêrioù war an aod. Neuze e stagas Paoli da sevel da vat ur gwir stad, ma veze rannet ar galloudoù, ha gant ur velestradurezh efedus. Krouet e voe ur skol-veur e [[Corti]]. E Corti ivez edo sez ar gouarnamant.
 
War dachenn an [[armerzh]] e voe klasket reiñ harp d’al labour-douar, dizourañ ar geunioù hag al lec’hioù mouest, broudañ ar c’henwerzh. Krouet e voe ur gêr nevez, [[L'Isula Rossa]], e [[1758]], evit kempouezañ ar galloud armerzhel a oa c’hoazh gant kêrioù chomet etre daouarn Genova evel [[Calvi]]. Kroget e voe da skeiñ [[moneiz]] e Muratu ([[1762]]). Savet e voe un ti-moullañ broadel evit embann ''Ragguagli dell’Isola di Corsica'', un doare [[kazetenn ofisiel]] evit ar vro. Ur [[morlu]] a voe savet ivez.
 
E [[1767]] e voe aloubet gant Korsikiz enezenn [[Capraia]], un enezenn en hanternoz da enez [[Elba]], war aod Toskana, a oa betek neuze e dalc’h Genova. Ar re-se, o welet n’o doa spi ebet da drec’hiñ war Korsika, a zivizas gwerzhañ an enezenn da roue [[Bro-C'hall]], dre Emglev Versailhez, sinet d’ar [[15 Mae|15 a viz Mae]] [[1768]]. Korsikiz ne asantjont ket d’an dra-se ha votiñ a rejont stourm gant armoù a-ene o mistri nevez. E-pad bloaz e stourmas armeoù Paoli a-enep soudarded [[Loeiz XV]] a oa dilestret war an enezenn. En [[emgann Ponte Nuovu]], d’an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1769]], e vo pilet arme Paoli gant ar C’hallaoued a oa kalz niverusoc’h. Rankout a reas Pasquale Paoli tec’hout kuit ha kavout a reas repu e [[Bro-Saoz]], goude tremen e meur a vro, [[Italia]], [[Aostria]], an [[Izelvroioù]]. E pep lec’h e kave tud oc’h estlammiñ ouzh e stourm, brudet dre skridoù tud evel ar Saoz [[James Boswell]] ("Account of Corsica") pe ar C’hallaoued [[Jean-Jacques Rousseau|Rousseau]] ha [[Voltaire]]. Pedet e oa bet gant roue Bro-Saoz ha degemeret e voe gant ar Saozon war an ton a zere ouzh pennoù stadoù.
Linenn 21:
 
== Levrlennadur ==
* James Boswell, ''Account of Corsica and Memoirs of P. Paoli'' (1768)
* Michel Vergé-Franceschi, ''Pasquale Paoli : un Corse des Lumières'' (2005)
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.pasqualepaoli.com/ Lec'hienn diwar-benn Pasquale Paoli]
* [http://perso.wanadoo.fr/bludimare/paoli.htm Buhez Pasquale Paoli]
Linenn 50:
[[ko:파스콸레 파올리]]
[[ksh:Pascal Paoli]]
[[la:Paschalis Paoli]]
[[lb:Pascal Paoli]]
[[nl:Pasquale Paoli]]