Martin Waldseemüller : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:MartinWaldseemüller.jpg|thumb|right|200px| Martin Waldseemüller gant Gaston Save]]
 
'''Martin Waldseemüller''' ([[1470]] e [[Freiburg im Breisgau]] - [[16 a viz Meurzh]] [[1520]] e [[Saint-Dié-des-Vosges]]) lesanvet '''Hilacomilus''' pe '''Hylacomylus''', a oa ur c'hartennour [[Alamagn|alaman]] eus an [[Azginivelezh]].
 
== E vuhez ==
Ganet e voe e [[Freiburg im Breisgau]] en [[Alamagn]], hag e vugaleaj a gasas wae-kichen ar [[Lenn Konstanz|Bodensee]]. E stal e eontr e [[Basel]] e teskas ar moullañ. E marilh skol-veur Freiburg im Breisgau e kaver roud eus « Martinus Walzenmüller » d'ar 7 a viz Kerzu [[1490]], met n'eus prouenn ebet en dije studiet eno. Anat eo avat e studias an douaroniezh, ar sevel-kartennoù hag an doueoniezh.
Echu gantañ e studioù beleg e voe degemeret evel kartennour e Gymnasium Vosagense e [[Saint-Dié-des-Vosges]].
 
== Amerika ==
[[SkeudennRestr:Waldseemuller_map_closeup_with_America.jpg|left|200px|thumb|Ur sell a-dost ouzh [[planisferenn Waldseemüller]] ma lenner ''AMERICA'']]
D'ar [[25 a viz Ebrel]] [[1507]] e lakaas embann ur gartenn e ''Cosmographiæ Introductio''. Anavezet eo ar gartenn-se gant an anv [[planisferenn Waldseemüller]]. Enni eo ec'h implijas evit ar wech kentañ ar ger ''America'' (diwar anv [[Amerigo Vespucci]]) da envel lodenn su kevandir Amerika. An istorourien o deus klasket gouzout perak en doa implijet anv Vespucci e-lec'h hini [[Kristof Koulm]]. Eeun e seblant an displegadenn bezañ : d'ar mare-se e oa brudetoc'h beajoù Vespucci evit re Goulm. <ref>[http://www.aca.ch/oaabap.pdf 500vet deiz-ha-bloaz Amerika]</ref>. War ar blanisferenn e weler ez eo anvet Amerika an Norzh ''Terra vuida incognita'' (douar didu dianv).
Etre [[1507]] ha [[1511]] e kenlabouras gant e vignon [[Mathias Ringmann]] ([[1482]]-[[1511]]) war embannadur latin nevez ''Geographia'' [[Ptolemaios]]. E-keit ma tifazife Ringmann an testennoù e rae Waldseemüller war-dro ar c'hartennoù. 20 kartenn nevez a ouzhpennas ivez. Al levr-se a vez gwelet peurliesañ evel an atlas modern kentañ.
 
En unnan eus ar c'hartennoù-se (''[[Tabula Terre Nove]]'') e klaskas en em zifaziañ : war lodenn Amerika ar Su e skrivas : « An douar-mañ hag an inizi stok a zo bet dizoloet gant Kristof Goulm a Genova, evit penntiern Kastilha»<ref>{{en}} Norman J W Thrower, ''Maps & Civilization: Cartography in Culture and Society'', 1999, pajenn 71</ref>.
 
Azalek [[1514]] e voe chaloni e [[Saint-Dié-des-Vosges]], ma varvas d'ar [[16 a viz Meurzh]] [[1520]].
Linenn 49:
[[it:Martin Waldseemüller]]
[[ja:マルティーン・ヴァルトゼーミュラー]]
[[ka:მარტინ ვალდსიმიულერივალდზეემიულერი]]
[[ko:마르틴 발트제뮐러]]
[[lb:Martin Waldseemüller]]