Jalaluddin Muhammad Akbar : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: lad:Akbar el Grande
D r2.7.3) (Robot kemmet: ps:جلال الدين محمد اکبر; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Akbar1.jpg|thumb|200px|right|Akbar Veur]]
 
'''Jalaluddin Muhammad Akbar''' (جلال الدین محمد اکبر en [[ourdoueg|ourdou]]), anavezet ivez evel '''''Akbar''''' pe '''''Akbar Veur''''' ('''''Akbar-e-Azam''''') ([[15 a viz Here]] [[1542]] - [[27 a viz Here]] [[1605]]) a oa e penn an [[Impalaeriezh Voghol]] en Indez, etre [[1556]] ha [[1605]]. Sellet a reer outañ evel an hini galloudusañ eus an impalaerien voghol.
Linenn 5:
Mont a reas war an tron pa ne oa nemet 13 vloaz, goude marv e dad [[Nasiruddin Humayun]]. Deuet e oa [[Humayun]] a-benn da adaloubiñ [[Delhi]] e [[1555]]. Akbar, e-pad e ren, a dalas ouzh enebiezh diskennidi [[Sher Shah Suri]] hag a suraas harzoù an impalaeriezh e tu ar c’hornôg. En [[Eil Emgann Panipat]], e 1556, e voe trec’h war ar roue indian [[Samrat Hem Chandra Vikramaditya|Hemu]]. Stagañ a reas [[Malwa]] (1562), [[Gujarat]] (1572), [[Bengal]] (1574), [[Kaboul]] (1581), [[Kachmir]] (1586), ha [[Kandesh]] (1601) ouzh e impalaeriezh. Dindan ugent vloaz e voe kadarnaet e c’halloud hag en em astennas e grog war un tamm mat eus [[Douaroniezh India|hanternoz ha kreiz India]]. Kreñvaat a reas e veli dre emglevioù gant aotrouien [[Rajput]], ha dre zimeziñ gant priñsezed Rajput. Lemel a reas an telloù a veze savet war ar re na oant ket muzulmiz hag envel a reas Hindouiz e postoù uhel en impalaeriezh.
 
[[SkeudennRestr:Moghol.jpg|thumb|An impalaeriezh voghol da vare ganedigezh Akbar (gwer) ha da vare e varv (gell)]]
Dindan ren Akbar e vleunias an arz hag ar sevenadur. Dedennet-bras e oa gant al livadurioù ha kinklet e veze mogerioù e balezioù gant murlivadurioù. Ouzhpenn harpañ al livourien a bleustre e doare ar vro, e plije dezhañ ivez an taolennoù e doare Europa. Pitilh e oa gant al lennegezh ha meur a oberenn eus al lennegezh [[sañskriteg|sañskritek]] a lakaas treiñ e [[perseg]], ouzhpenn lakaat oberennoù persek anavezet da vezañ skeudennaouet gant livourien eus e lez. Lakaat a reas sevel meur a savadur bras a c’haller gwelet c’hoazh e [[Fatehpur Sikri]] a oa e gêr-benn. Dindan ren Akbar ivez e voe divizoù etre beleien uhel eus relijionoù disheñvel ar vro : [[Islam|Muzulmiz]], [[Sikhegezh|Sikhed]], [[Hindouegezh|Hindoued]]... ha [[Katoligiezh|Katoliged]] zoken ([[Jezuisted]] deuet eus [[Portugal]]).
 
Linenn 97:
[[pl:Akbar]]
[[pnb:اکبر]]
[[ps:جلال الدینالدين محمد اکبر]]
[[pt:Akbar]]
[[ro:Jalaluddin Muhammad Akbar]]