Klaudios Ptolemaios : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: ku:Batlamyûs
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: af:Ptolemaeus; Kemm dister
Linenn 1:
* ''Ur bajenn disheñvelout [[Ptolemaios]] zo ivez''
 
[[SkeudennRestr:Claudius Ptolemaeus.jpg|thumb|200px|right|Ptolemaios]]
 
'''Klaodios Ptolemaios''' (Κλαύδιος Πτολεμαῖος, hervez e anv [[gregach]]), pe '''Claudius Ptolemaius''' hervez e anv [[latin]], anvet a-wechoù '''Ptoleme''' (Ptolemaios [[Thebaidos]] ([[Gorre Egipt]]) e-tro [[90]] - Canope e-tro [[168]]) a oa ur [[steredoniezh|steredoniour]] hag un [[Astrologiezh|astrologour]] [[Henc'hres|henc'hresian]] a veve en [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] (en [[Egipt]] hiziv).
Linenn 11:
== Steredoniezh ==
 
[[SkeudennRestr:Ptolemaicsystem-small.png|thumb|left|Reizhiad Ptolemaios]]
 
Gant Ptolemaios eo bet savet ar pleustrad steredoniezh anvet an ''[[Almagest]]'' (diwar ar ger-mell arabek ''al'' hag an anv-gwan gresianek en e zerez uhelañ "ar brasañ-holl"). El labour-se e kinnige Ptolemaios ur [[patrom]] [[douargreizennegezh|douargreizennet]] eus [[Koskoriad an Heol]]. Degemeret e voe ar patrom-se er c'hevredigezhioù arab hag europat e-pad ouzhpenn 1300 vloaz. En [[Almagest]] e kaver ivez ur roll [[steredenn|stered]] hag ur roll [[steredeg]]i koshoc'h eget ar reizhiad steredegi a-vremañ daoust m'eo diglok dre ma ne c'holo ket [[bolz an neñv]] penn-da-benn.
Linenn 17:
== Douaroniezh ==
 
[[SkeudennRestr:PtolemyWorldMap.jpg|thumb|300px|Kartenn ar bed Ptolemaios, adsavet diwar e ''Geographia'' (e-tro [[150]]), a verk ar broioù ''Serica'', ''Sinae'' ([[Sina]]) en tu dehou pellañ, en tu all da enez ''Taproban'' ([[Sri Lanka]], re vras) hag an ''Aurea Chersonesus'' ([[Gevred Azia]])]]
 
Ur [[pennoberenn|bennoberenn]] eo e ''Zouaroniezh''. Kenstrollet en deus enni anaoudegezhioù ar bed da vare an [[Impalaeriezh roman]]. Dreist-holl eo en em harpet Ptolemaios war labourioù [[Marinos Tir|Marinos]] [[Tir (kêr)|Tir]], un douaroniour all, ha war menegerioù douaroniel an impalaeriezhioù roman ha [[Persia|pers]]. [[Douetañs]] a oa da gaout war ar pep brasañ eus ar mammennoù a oa en tu all da vevennoù an [[impalaeriezh roman]].
Linenn 23:
Mont a ra ur gaozeadenn diwar-benn an hentenn labour hag ar roadennoù implijet d'ober lodenn gentañ an ''Douaroniezh''. Evel en [[Almagest]] e voe strollet gant Ptolemaios en un hollad brasoc'h an holl ditouroù douaroniel a oa en e gerz. Reiñ a reas [[daveenn|daveennoù]] d'an holl lec'hioù ha stummoù douaroniel anavezet gantañ a voe lakaet gantañ en ur [[kael|gael]] a c'holoe ar blanedenn. Muzuliet e veze al [[ledred]] adal ar [[keheder|c'heheder]] evel hiziv ha pa vefe bet eztaolet diouzh pad an deiz hirañ kentoc'h eget dre [[derez|zerezioù]] (tremen a ra pad [[goursav-heol|goursav]] an [[hañv]] eus 12 eurvezh da 24 eurvezh a-feur ma pellaer eus ar c'heheder evit mont war-du [[penn-ahel]] an norzh). Merkañ a reas [[hedredenn]] an [[hedred]] 0 el lec'h kornôgañ anavezet gantañ, da lavaret eo an Inizi [[Kanariez]].
 
Empenntiñ a rae Ptolemaios ivez ha reiñ a rae [[kuzul]]ioù war an doare da dresañ [[kartenn (douaroniezh)|kartennoù]] evit ar bed roman hag evit hollad ar bed annezet (''oikoumene''). En eil lodenn an ''Douaroniezh'', e kaver ar rolloù [[topografiezh|topografek]] hag an alc'hwezioù rekis evit ar c'hartennoù. Goleiñ a rae e ''oikoumene'' 180 derez ledred eus an Inizi Kanariez (er [[Meurvor atlantel]]) betek [[Sina]], ha 80 derez ledred dre vras eus [[Meurvor skornek Arktika|Meurvor Arktika]] betek an [[Indez]] ha pell en [[Afrika]]. Emskiantek-mat e oa Ptolemaios ne'z ae ket e anaoudegezh eus ar bed pelloc'h eget ur c'hard eus ar blanedenn.
 
Siwazh, ne sav ket kartennoù koshañ [[dornskrid]]où an ''Douaroniezh'' uheloc'h eget [[1300]] well-wazh, goude ma voe addizoloet an destenn gant [[Maximus Planudes]].
Linenn 29:
== Astrologiezh ==
 
[[SkeudennRestr:Sanzio 01 Zoroaster Ptolmey.jpg|thumb|right|''Skol Aten'' gant [[Raffaello]], a ziskouez [[Zarazoustra]] ha Ptolemaios]]
 
Pleustrad Ptolemaios war astrologiezh an ''Tetrabiblos'', a oa oberenn [[astrologiezh|astrologel]] vrudetañ en [[Henamzer]]. Bras-tre e voe e levezon war studi ar c'horfoù egor en takad danloarel. Reiñ a rae displegadennoù war [[efed]]où astrologel ar [[planedenn|planedennoù]] diouzh o efedoù tommañ, freskaat, glebiañ pe sec'hañ.
Linenn 57:
[[Rummad:Douaroniourien an Henamzer]]
 
[[af:Ptolemaeus]]
[[als:Ptolemäus]]
[[an:Claudio Ptolomeu]]