Meven Mordiern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
D vioù koukoug +rummadoù
Astenn
Linenn 15:
 
==Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg==
E [[1920]] pa kollas e vamm, e tivizas mont da chom e [[Porzhig]] pa oa dija 42 hag en doa kalz a arc'hant digant hêrezh e dud. Entanet e oa bet gant istor ar [[Kelted|Gelted]] kozh hag e gave dezhañ dispar bezañ gouest deskiñ unan eus ar [[yezhoù keltiek]] a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e c'homz gant ud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg d'ur yezh a live bras evit ur bro arnevez. Kregiñ a reas kenlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa tivizas mont da Vreizh e tibabas chom e gêriadenn Sant Elouri e-barzh parrez Porzhig pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour [[Emil Ernaod]].
 
==Pouez oberenn Meven Mordiern war diorren ar brezhoneg skrivet e mare [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]==
Un pouez bras en deus bet oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg arnevez. Ma ne oant ket evit mont da veajiñ e kemeras ar boas gweladenniñ [[Frañsez Vallée]] en ur ober (war droad a-wechoù) an hent etre Porzhig ha [[Sant-Brieg]] div wech ar sizhun. Gwechoù'zo e teue [[Emil Ernaod]] evit labourat ganto ivez. Degaset en deus e gouiziegezh vras war ar yezhoù geltiek evit harpel Vallée da sevel e geriadur galleg-brezhoneg bras. Degaset en deus ivez d'ar Walarnerien, [[Roparz Hemon]] en o zouez, kinnigoù e-leizh evit krouiñ ar gerioù teknikel a vanke d'ar brezhoneg. Skrivañ a rae da veur a genskriver ne c'helle ket ar brezhoneg padout ma ne zeue ket da vezañ ur yezh modern a zispakfe [[kavadenn]]où nevesañ koulz ha ar [[preder]]iadennoù a zo bet e-doug an [[amzer]]ioù kent. Ne felle ket doujañ da [[sevenadur]] ar pobloù estreged ar Gelted, an [[Arabed]], an [[Indeziz]] hag ar [[Sina]]iz, an holl dostoc'h ouzh an [[Natur]] hervezañ.<br>
 
 
 
 
==Oberennoù==
* ''Sketla Segobrani. 3 levr moulet e ti René Prud'homme. [[Sant-Brieg]], [[1923]], 3 levrenn (asamblez gant [[Frañsez Vallée]], [[James Bouillé]], [[Emil Ernaod]]), adembannet e [[1946]] gant [[Skridou Breiz|Skridoù Breizh]].
* ''Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur'' Paris, Ed. de Bretagne - [[1944]] (asamblez gant [[Frañsez Vallée]])
* ''Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur''. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant [[Frañsez Vallée|Abherve]]. Paris : Edition de la Bretagne, [[1946]].
* ''Istor eur c'halvedigez'', Mouladurioù Hor Yezh, [[1986]].
*''Eñvorennoù bugeliez''. Mouladurioù Hor Yezh, 1983. (levrig 46 p. ennañ).
* ''Envorennoù bugeliez'' Lod. 1,. ''In :'' [[Hor Yezh]], 1986
* ''Envorennoù bugeliez'' Lod. 2, ''In'' : [[Hor Yezh]], 1987
* ''An ti e Gwiler : ar Vertelotierenn nepell diouz [[Gwenngen]], Loer-ha-Cher (1882-1891)''. ''In'' : Hor Yezh, n°205, [[1996]].
* ''Envorennoù bugeliezh'' [sic]. ''In'' : Hor Yezh, n° 205, [[1996]].
* ''E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez''. [[Lesneven]], Hor Yezh, [[2001]].