Katoligiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: az:Katoliklik
D r2.7.3) (Robot kemmet: be:Каталіцызм; Kemm dister
Linenn 1:
{{Kristeniezh}}
 
Ar '''Gatoligiezh''', pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar [[kristeniezh | Gristeniezh]] roet da welet gant an [[Iliz Katolik Roman | Iliz katolik]] ha savadurioù anezhi. He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war [[Testamant Kozh | An Testamant Kozh]] hag [[Testamant Nevez | An Testamant Nevez]]. O vezañ ma 'z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh [[Jezuz-Krist]]. Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec'h izili e bezañs Jezuz-Krist e Sakramant an Aoter. Diwar kelennadurezh [[Tadoù an Iliz]] hag ar [[Ar Senedoù-Iliz | senedoù-Iliz]] evel hini Trento (1545-1563), hini Vatikan I (1870) pe hini Vatikan II (1962-1965) e vez sturiet an Iliz-se. Evit ar Gatoliked, ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelañ anezho.
 
Perzh pouezusañ an Iliz Katolik a vez anaoudegezh vat graet da aotrouniezh ar Pab, an aotrou 'n Eskob a Rom, warlerc'hiad Sant Per. Bodet e vez er Gatoligiezh Iliz Katolik ar C'hornog hervez al liderezh latin hag ilizoù katolik ar Reter.
Linenn 7:
Diouzh ar sifroù roet gant Rom hag embannet bep bloaz er ''Britannica Book of the Year'', bez e vefe 1 131 milion a dud badezet en Iliz katolik. En o mesk, ouzhpenn 600 milion a dud en Amerika ha 275 milion en Europa. Er re-se ziwezhañ e vez kontet an 10 milion bennak a dud a zo katolik hervez liderezh ar Reter.
 
Da gentañ ne oa kaoz nemet eus kristeniezh, met adalek marevezh ar [[protestantiezh | brotestantiezh]], er XVIvet kantved e komzer eus katoliked, ha n'eo ket eus kristenien hepken. Evel ma weler mat e-barzh ar [[Kredo| C'hredo]], an Iliz a zo katolik evit tud an Ortodoksiezh, ivez.
 
Un diforc'h a vez red ober etre ar Gatoligiezh hag an Iliz Katolik. Ar ger-mañ a denn d'ar savadurioù ha d'an dud.
Linenn 15:
Ar ger « katoligiezh » a zeu eus ar ger gregach καθολικός / katholikós , a dalvez "hollek" pe "hollvedel", da lavarout eo hollvedelezh kemenn ar C'hrist.
 
Ilizoù ar milved kentañ a rae ortodoksel ha katolik diouto abalamour ma vezent oc'h heuliañ pizh ar "C'hredennoù Reizh" (''doxa ortho'') hag o sentiñ pizh ouzh hollvedelezh kemenn Jezuz-Krist, pere a veze bodet er savadur nemetañ, Iliz kristen ar C'hornog hag ar Reter. Hervez ar gatoliked, ar ger "katolik" a sinifi meur a dra hag a glot an eil ouzh egile : "hollvedel", "bout unanet er C'hrist" ha "doujañ ar feiz reizh ha klok a venn an Aotrou Doue".
 
War a hañval, ar wezh kentañ ar ger-se da vezañ implijet a oa tro-dro d'ar bloavezh 112 gant Ignas Antioch en e "Lizher d'ar Smirniotiz".
Linenn 32:
[[ba:Католицизм]]
[[bat-smg:Katalėkībė]]
[[be:КаталіцтваКаталіцызм]]
[[be-x-old:Каталіцтва]]
[[ca:Catolicisme]]