Fant Rozeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
un tamm kempenn d'ar yezh
Kendalc'h
Linenn 4:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1911|Rozeg, Fant]]
 
Ur skrivagnerez vrezhonek tost ouzh an [[Emsav]] eo bet '''Fant Rozeg''' (Francine Renea Rosec) he deus kemeret [[anv-pluenn]] ''Meaven'' (''Meavenn'' goude 1945) da lavaret eo "me a venn". Ganet eo bet d'an [[12 Du|12 a viz Du]] e [[1911]] e Sant-Mark, ur gêr enteuziet e kêr [[Brest|Vrest]] hiziv, hag marvet eo bet e [[Sant-Maloù]] e miz Eost [[2001]].
 
Anavezet eo bet e [[Breizh]] hag pelloc'h pa voe lakaet da darzhañ [[monumant]] unanidigezh [[Breizh]] ha [[Bro-C'hall]] d'ar [[7 Eost|7 a viz Eost]] [[1932]]. Pa seblante bezañ liammet gant ar strollad kuzh "Gwenn ha Du" ha bezañ tost d'ar gommunourien, sañset, e tapas al [[lesanv]] a "Werc'hez ruz" er gwask gallek. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet da renerez-embann evit ar [[kelaouenn|gelaouenn]] [[ar Falz]], kevarzhe [[Yann Sohier]] a vode mistri-skol tost ouzh ar [[brezhoneg]] koulz hag an tu kleiz. E 1932, pa embanne an "Humanité", pemdezieg ar [[Strollad komunour gall]], e oa abegoù sirius d'ar [[gwalldaol]]ioù e veze luziet un tamm ar prederiadennoù war an Emsav.<br>
Linenn 10:
==Buhez==
N'eo ket bet desavet e [[brezhoneg]], met pa venne intent ar pezh a lavare he zud etrezo e teskas ar yezh pa oa 12 vloaz gant harp un amezeg. Mont a reas da [[Pariz|Bariz]] da labourat er Post. Eno e teskas [[iwerzhoneg]] er [[Sorbon]] ken e tivizas mont da Vro-Iwerzhon e 1931 evit peurzeskiñ ar yezh. Bloaz goude e tapas un tamm brud gant afer an darzhadenn e Roazhon ha ken gwir e oa mignonez da [[Célestin Lainé]] ha [[Gwilherm Vertou]], an holl anezho izili eus ar gevredigezh kuzh Gwenn ha du. Klask a reas tennañ arc'hant eus labourioù saoznek a-raok dimeziñ gant [[Loeiz Andouard]], kabiten-kenwerzh, un iwerzhoneger anezhañ ivez. Desevel a rejod o zri bugel a-raok ma tivizas kuitaat e bried e 1944.<br>
Kenlabourat a reas ingal gant Roparz Hemon evit abadennoù brezhoneg Radio Roazhon. Da vare ar [[brezel]] e kemeras evel e gompagnun [[Yann-Vari Chanteau]], unan eus pennoù ar [[Bezen Perrot]]. Pa c'hoarvezas an [[Dieubidigezh]] e tec'hjont e bourzh sammgirri an Alamaned, met mont a reont da goachañ e Pariz. Alese e teujont a-benn da dizhout Bro-Iwerzhon. Beajet he dije Meavenn e kont un [[aozadur dengar]] a-raok mont da Bariz en-dro hag ober hec'h annez Boulouard Richard-Lenoir goude m'eo bet addimezet gant Yann-Vari Chanteau. Pelloc'h e z eas da chom e Sant-Maloù.
 
==Oberenn lennegel==
N'eo ket fonnus hec'h oberenn, met a-bouez bras. Ar vaouez nemeti e strollad ar skrivagnerien bodet dindan anv Skol Walarn eo bet. Savet he deus un oberenn dezrevell faltazi nemetken, met ken don ha savet mat m'eo bet lakaet da [[film]] gant [[Yves Allégret]] : ''Ar follez yaouank'' (titl ar film : La jeune folle").<br>
N'he deus ket kendalc'het gant ar [[skrid-faltazi]] pa gave gwelloc'h dezhi sevel barzhonegoù he buhez-pad. Kas a reas meur a destenn da vezañ embannet e-barzh Gwalarn. Un harp bras a roas da Roparz Hemon evit boueta an abadennoù brezhonek ha skrivañ pe azasaat a reas un nebeut [[pezh-c'hoari|pezhioù-c'hoari]] savet evit ar [[skingomz]] pa oa [[Roparz Hemon]] sekretour [[Radio-Roazhon-Breizh]] etre 1941 ha 1944. Meur a bennad sinaet FRA a weler er gelaouenn vrezhoneg [[Arvor (kelaouenn)|Arvor]] ivez.<br>
Skrivet he deus pezhioù lennegezh berr hepken, danevelloù ha barzhonegoù gant un nebeut pozioù a-wechoù. Ne rae ket gant kotennoù, met plij a rae dezhi ober gant ar c'hensoniezh diabarzh.
Unan eus e varnerien, [[Youenn Olier]] a gave dezhañ eo ingal hec'h awen pa 'z eus pezhioù don ha reoù all difrom.
Sinaet he deus gant meur a stumm : F. R. M. (Fant Rozeg Meaven(n)), Meaven ha Meavenn, F. R. A. (Fant Rozeg-Andouard).
 
==Oberennoù==
===Barzhoniezh===
*Kanoù en deiz. ''In'' : [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]], n° 53, 1933. Barzhonegoù. Un heklev da g"Kanou en noz" gant [[Langleiz]]
===Danevelloù===
*Ar follez yaouank. ''In'' : Gwalarn n° 140, 1941. Un danevell hir (pe ur romant berr). Adembannet e stumm ul levr gant [[Mouladurioù Hor Yezh]] asambles gant [[Al Liamm]] e [[1973]].
===A bep seurt===
*Ar Gelted kozh. Brest : Skridou Breiz, 1943.
*Iwerzhon dishual. In : Gwalarn, 1932
*Meur a destenn (barzhonegoù hag all) e-barzh Gwalarn, [[Galv (kelaouenn)|Galv]], [[Arvor (kelaouenn)|Arvor]], Al Liamm, [[Ar Vro]]
 
==Levrlennadur==
*[[Pierrette Kermoal|Kermoal, Pierrette]]. Liorzh al lennegezh. [[Aber (ti-embann)|Aber]], 2006. Div studiadenn diwar-benn "Ar follez yaouank".
*[[Annaig Renault|Renault, Annaig]]. Skritur ar maouezed abaoe mare Gwalarn. Labour mestroniezh. [[Skol-Veur Breizh-Uhel]], [[1991]].
*[[Tangi Louarn|Louarn, Tangi]]. Meavenn. ''In'' : Preder (kelaouenn), Kaier 88-90, Here-Du-Kerzu 1966. p. 79-87
 
''da vezañ kendalc'het''