Historia Regum Britanniae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Derc'hel da lakaat al liammoù
Linenn 3:
Gant al levr-se eo bet brudet dre [[Europa]] mojennoù [[ar roue Arzhur]] ha marc'hegerion [[an Daol Grenn]].
 
Kontañ a ra istor mojennel [[Enez Vreizh]], abaoe donedigezh [[Brutus]] a [[Troja|Droja]], mab da [[Eneas]], betek marv [[Cadwaladr Fendigaid|Cadwallader]] er {{VIIvet kantved}}, war-lerc'h ober anv eus [[Caius Julius Caesar]], hag eus [[ar roue Arzhur]].
 
Hervez ar skrivagner eo diazezet e oberenn war ul levr kozh e brezhoneg (''Britannici sermonis liber vetustissimus'', al levr koshañ er prezeg brezhonek). E-pad pell n'eus ket bet lakaet kalz a gred en dra-se, met istorourien 'zo, evel [[Léon Fleuriot]]<ref>''[[Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne]]'', levrenn I/13</ref> ha muioc'h c'hoazh [[Gwenael an Dug]] ha [[Claude Sterckx]], a ziskouez ez eus bet danvez "ragarzhuriek" a-raok Jafrez Menoe ha kavet meneg eus al "levr kozh-kozh"-se<ref>''Annales de Bretagne'' niv. 79, 1972; gwelet ivez [[Kronik Sant-Brieg]], ''[[Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne]]'' p. 25 & allii, ''Études celtiques'' t. 18, etc.</ref>. Hervez ar re a lavar eo diwanet pep tra eus ijin Jafrez Menoe vefe diazezet an darn vrasañ war levr [[Nennius]], eus an {{IXvet kantved}}, ''[[Historia Britonum]]'', war ul levr all anvet ''Historia ecclesiastica gentis Anglorum'', ha war levr [[Gweltaz]] ''[[De Excidio Britanniæ]]'', gant un toullad mojennoù kembreat ha roman ouzhpenn <ref>Thorpe, ''Kings of Britain'' pp. 14-19.</ref>.