Lombarded : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: be:Лангабарды
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ka:ლანგობარდები; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageRestr:Lombard state 526.png|thumb|right|250px]]
[[ImageRestr:Alboin's Italy.svg|thumb|right|250px]]
Unan eus ar pobloù [[Germaned|german]] e oa al '''Lombarded''' pe ''Langobarded'' (''Langobardi'' en [[latin]], ha Lombardi war-lerc'h an VIIIvet kantved, nemet e kreisteiz Italia ma voe miret an anv Langobardi betek an XIIvet kantved).
 
== Istor ==
Er [[Iañ kantved|c’hentañ kantved]] e oant o vevañ e [[traoñienn]] ar [[stêr]] [[Elbe]], e [[hanternoz]] [[Alamagn]] hiziv. A orin e oant eus kreisteiz [[Lec'hlenn]] hervez o mojennoù meneget gant [[Paol Diagon]] en VIIIvet kantved.
Er [[IVe kantved]] e oa pobloù all o tont eus ar [[Reter|reter]] ha mont a reas al Lombarded war-zu ar [[kreisteiz|c’hreisteiz]]. Goude ur pennad en em ziazezjont e ''[[Pannonia]]'' hag e ''Noricum'' ([[Aostria]] hag [[Hungaria]] hiziv). Reiñ a reas an [[Impalaeriezh roman ar Reter|impalaer roman]] [[Justinianus Iañ]] an aotre dezho da chom eno e [[548]], evel ''foederati'' (pobl kevreet gant ar Romaned).
E [[568]], dindan ren o roue [[Alboin]], e voe treuzet an [[Alpoù]] ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz [[Italia]]. Eno e voe savet ur [[rouantelezh]] ganto, hag e [[Pavia]] edo o c'hêr-benn.
Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent [[Stadoù ar Pab]] nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]].
Goude marv ar roue Alboin (war-dro [[570]]) e voe rannet o rouantelezh e [[36]] [[Dugelezh|dugelezh]]. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù [[Bizantion]] en un tu pe re ar [[Franked]] en tu all.
 
Pa zeujont da Italia e oa [[pagan]] darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik.
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant [[Pepin Grenn]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue [[Dider Lombardia]], gant [[Karl Veur]] roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e [[Pavia]] e [[774]].
 
== Lombardia ==
Lonket e voe bro al Lombarded neuze en [[Impalaeriezh Karl Veur]].
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz [[Italia]] a vez graet [[Lombardia]] anezhi.
 
[[SkeudennRestr:Iron Crown.JPG|thumb|left|Kurunenn rouaned al Lombarded]]
 
[[Rummad:Istor Europa]]
[[Rummad:Germaned]]
[[Rummad:Lombarded]]
 
[[Rummad:Pobloù Italia]]
 
{{Liamm PuB|it}}
 
Linenn 55:
[[it:Longobardi]]
[[ja:ランゴバルド人]]
[[ka:ლანგობარდები]]
[[ko:랑고바르드족]]
[[la:Langobardi]]