Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

21 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ar '''Grunge''' (a anver a-wechoù 'Son Seattle' pe '''Seattle Sound''') a zo un isdoare a 'r [[rock alternatif]] a zeuas war-wel e kreiz ar bloavezioù 1980 e stad Amerikan ar [[Washington]], e tro-war-droioù [[Seattle (Washington)|Seattle]] pergen. Levezonet gant ar [[punk hardcore]], an [[heavy metal]] hag ar [[rock indie]], ar grunge a naou dre-vras gant [[Distortion]] kreñv, [[gitar dre dane|gitarioù dre dan]], kanaouennoù leun a nerzh ha pozioù kounaret. Heneuzouriezh ar grunge zo dibarek a-walc'h e-tal d'an doareoù sonerezh all er rock : lous, gwisket fall, setu ar skeudenn a voe roet eus al luskad a-hed e brantad, andedennet ma oa ul lod vras eus ar sonerion gant an neuz hag an arvest.
 
Luskadoù kentañ ar grunge a grogjas d'en em stummañ tro-dro d'al [[label lerc'hwez dizalc'h]] a Seattle [[Sub Pop]] e dibenn ar bloavezioù 1980s. Dont a reas al luskad da gavout ur berzh kenwerzel e lodenn gentañ ar bloavezioù 1990, en abeg da lerc'hwezadoù ar c'hantennoù ''[[Nevermind]]'' eus ar strollad [[Nirvana (strollad)|Nirvana]] ha ''[[Ten (kantenn Pearl Jam)|Ten]]'' eus ar strollad [[Pearl Jam]]. Berzh ar strolladoù-mañ a vountas anvegezh ar rock alternatif hag a lakas ar grunge da vout unan eus doareoù hard-rock anvekañ ar mare. Neoazh, ul lod vat a 'r strolladoù grunge na oant ket en o bleud gant o anvegezh. Daoust m'o deus ur bern eus ar strolladoù grunge tarzhet e dibenn ar bloavezioù 1990, o levezon a gendalc'h da vout pouezus war ar rock modern hiziv an deiz.
1 096

modifications