Timbroù Transvaal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Skeudenn:Stamp_Transvaal_1900_1p.jpg|right|Thumb|120px|Timbr soulgarget - 1900]]
 
Emañ [[Transvaal]] e biz SuAfrika[[Suafrika]], « en tu all d’ar stêr Vaal ». E [[1856]] e voe krouet ar Republik gant ar v[[Boered]], badezet « Zuid-Afrikaansche Republiek » gante, met poan he doa o terc’hel d’he frankiz a-enep levezon ar Saozon eus trevadennoù [[Kab ar Spi Mat]] ha [[Natal]]. Staget eo Transvaal ouzh an Impalaeriezh saoz e 1877. Gant ur stourm armet, kaset adalek [[1880]], e teuas a-benn ar vBoered hag o fennrener [[Paul Krüger]] da gas an alouberien kuit. « Eil brezel ar vBoered » a grogas e 1899 avat, kriz ha didruez e voe evit ar boblañs. Echuiñ a reas gant trec’h ar [[Rouantelezh-Unanet]]. E miz Mae [[1902]] e kouezhas Transvaal (ha [[Stad dieub Orañjez]]) dindan beli Breizh-Veur.
 
D’an 31 a viz Mae 1910 e savo Transvaal, asambles gant proviñsoù [[Natal]], [[Stad dieub Orañjez]] ha [[Kab ar Spi Mat]], ur vro unvan gant statud un [[Dominion]] : [[Unvaniezh Suafrika]].
 
Adalek 1994 ez eo rannet an Transvaal e peder rannbarzh e-kreiz Republik Suafrika : Gauteng, Mpumalanga, Limpopo ha Proviñs ar Gwalarn.
 
An timbroù kentañ, embannet e [[1869]], zo eeun awalc’ha-walc’h. Lakaat a reont da wel ardamezioù ha bannieloù ar vro, hag an alc’hwez « Z. AFR. REPUBLIEK ». Adembannet e vint ingal betek [[1877]] pa goll ar vro hec’h emrenerezh. Soulgarget eo an timbroù-se gant « V.R. TRANSVAAL » . E [[1878]] ez eus lakaet e gwerzh un timbr poltred ar Rouanez Viktoria warnañ, a-zindan ar meneg « Transvaal Postage ».
 
[[Skeudenn:Stamp_Transvaal_1902_2p.jpg|right|Thumb|120px|Timbr gant poltred Edward VII - 1902]]
Linenn 15:
[[Skeudenn:Timbre_Transvaal_EdwardVII_1900s.jpg|left|Thumb|120px|Timbr gant poltred Edward VII - 1900]]
 
Adsavet eo ar Republik e [[1881]] hag embannet e [[1883]] ur rummad timbroù gant tresadenn ardamezioù ar vro, evit broudañ ar santimant broadel hag ar frankiz adkavet. Ne bado ket avat, rak e 1900 ez eo ac’hubet an Transvaal gant soudarded an trevadennoù amezek. Soulgarget e vez an timbroù nevez-se gant al lizherennoù V.R.I. (« Victoria Regina Imperatrix ») hag E.R.I. diwezhatoc’h (Edwardus Rex Imperator) evit merkañ aotrouniezh Breizh-Veur. E 1902 ez eus embannet un timbr gant poltred ar Roue [[Edward VII]], evel e n’eus forzh trevadenn eus an Impalaeriezh.
 
Adalek [[1910]] e vez implijet timbroù [[Unvaniezh Suafrika]] ha re [[Republik Suafrika]] (RSA) en eil rann an {{XXvet}} kantved.
 
==Gwelet ivez==
* Gwelout [[Timbroù Suafrika]]
 
[[Rummad:Timbroù hervez ar vro|Transvaal, Timbroù an]]