Félix Lope de Vega : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: oc:Lope de Vega
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: io:Lope de Vega; Kemm dister
Linenn 48:
 
 
'''Lope de Vega''' (pe '''Félix Lope de Vega y Carpio''' pe '''Lope Félix de Vega Carpio''') ([[25 a viz Du]] [[1562]] – [[27 a viz Eost]] [[1635]]) a oa ur barzh ha dramaour spagnol, unan eus ar re vrasañ er ''C'hantved Aour'' spagnol, hag unan eus ar skrivagnerien er bed o deus lezet un oberenn builh. Skrivet en dije 1500 a bezhioù-c'hoari (1.800 hervez [[Juan Pérez de Montalbán]]), met n'anavezer nemet 425 anezho, hep menegiñ an oberennoù all (3000 sonedenn, 3 romant, 4 romantig, 9 meurgan, [[etc.]]). Koulskoude e teu da eil e renk el lennegezh spagnolek, war-lerc'h [[Miguel de Cervantes|Cervantes]] ha n'eo ket ken fetis e oberenn, hag a reas anezhañ ''Fénix de los ingenios'' ha ''Monstruo de la Naturaleza'' . Nevesaat a reas ar c'hoariva spagnolek en ur mare ma terede an engroezioù da welout an abadennoù. Evel re [[Tirso de Molina]] ha [[Calderón de la Barca]] e talc'h e oberennoù da vout c'hoariet .
Mignon e oa da [[Francisco de Quevedo|Quevedo]] ha da [[Juan Ruiz de Alarcón]], enebour da [[Luis de Góngora y Argote|Góngora]], tra ma vage [[Miguel de Cervantes]] gwarizi outañ. Ken souezhus ha ken souezhus e voe e oberenn hag e vuhez .
== E vuhez ==
=== E yaouankiz ===
Ganet e oa Lope de Vega e [[Madrid]]. Dont a rae e dud eus [[Valle de Carriedo]] e [[Cantabria]], hag e dad Félix de Vega a oa broder. Eus e vamm , Francisca Fernández Flórez, ne ouzer netra. Gouzout a reer avat e oa bet e dad o chom e Valladolid ur pennadig a-raok dont da Vadrid e [[1561]], sachet gant al lez nevez staliet eno. Lavarout a raio Lope de Vega diwezhatoc'h e oa deuet e dad da Vadrid dre garantez ouzh ur vaouez hag e oa bet tennet he skilfoù gant an hini a oa deuet da vezañ e vamm. Engehentet e vije bet Lope evel frouezh an emgav-se, ha ganet e vije diwar ar warizi a vo kaoz anezhi kement en e c'hoariva.
Linenn 59:
Kenderc'hel a reas gant ar studi gant ar Jezuited, en ur skol a zeuas da vout ar c'h-Colegio Imperial e [[1574]].
:''Los cartapacios de las liciones me servían de borradores para mis pensamientos, y muchas veces las escribía en versos latinos o castellanos. Comencé a juntar libros de todas letras y lenguas, que después de los principios de la griega y ejercicio grande de la latina, supe bien la toscana, y de la francesa tuve noticia...'' (''La Dorotea'', IV)
E-pad pevar bloaz ([[1577]]-[[1581]]) e voe skoliet e [[Skol-veur Alcalá de Henares]], met ne voe ket loreet. Abalamour d'e vuhez diroll ha d'e emzalc'h merc'hetaer ne oa ket graet evit ar velegiezh. Neuze e paouezas e vadoberourien da arc'hantañe studioù. Peogwir ne dapas ket e vachelouriezh e rankas gounit e vara ha labourat evel sekretour gant noblañsed pe skrivañ pezhioù diouzh an degouezh . En [[1583]] ez eas da vartolod ar morlu hag en em gannañ a reas en [[emgann an Isla Terceira]] dindan urzhioù un den hag a vo mignon bras dezhañ, [[Álvaro de Bazán]], markiz [[Santa Cruz de Mudela]]. Ur pennad goude e vo dediet ur pezh gantaén da vab ar markiz.
=== Harlu ===
Yezhadur a studias ha jedoniezh en Academia Real (Akademiezh Roueel), ha sekretour e voe gant Markiz an Navas; met netra ne oa an holl drevelloù-se e-skoaz e zarempredoù gant ar merc'hed. Elena Osorio e oa e garantez vras kentañ, ar "Filis" a gaver en e werzennoù, dispartiet ma oa diouzh he fried , an aktour [[Cristóbal Calderón]]; Lope a baee anezhi gant pezhioù-c'hoari evit kompagnunezh tad e serc'h, an aozer pezhioù-c'hoariJerónimo Velázquez.
Linenn 71:
 
Kement-se a zo dispaket gantañ en e bezh-c'hoari ''Belardo furioso'' hag en un toullad sonedennoù ha barzhonegoù <!--y romances pastoriles y moriscos--> a voe kaoz dezhañ da vezañ kaset d'ar vac'h. Peogwir e adc'hreas kemend-all e voe ur prosez all, hag e voe harluet eizh vloaz eus al Lez, ha daou eus Rouantelezh Castilla, gant gourdrouz da vezañ lakaet d'ar marv ma ne sente ket ouzh urzh-harlu ar varnerien. <br />
Bloavezhioù diwezhatoc'h e vo kounaet gantañ e garantezioù gant Elena Osorio en e romant e divizoù ("acción en prosa" emezañ) ''[[La Dorotea]]''. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an [[10 a viz Mae ]] [[1588]] goude skrapañ anezhi gant hec'h asant. En e werzennoù e ra "Belisa" anezhi, hervez hec'h anagram.<br />
D'an [[29 a viz Mae]] er memes bloaz end-eeun e klaskas adskoulmaén gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion, anvet San Juan , [[Armada Invencible|Gran Armada]]. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare [[Ludovico Ariosto]]: ''La hermosura de Angélica'', chomet divrud.
E miz Kerzu [[1588]] e tistroas goude faezhidigezh ar [[Gran Armada]] , ha mont a eure etrezek [[Valencia (Spagn)|Valencia]], kêrbenn an [[Turia]], en ur dremen dre d-[[Toledo]], daoust d'ar gondaonidigezh. E Valencia e oa o vevañ gant [[Isabel de Urbina]] . Eno e labouras war arz ar c'hoariva, ec'h arvestas ouzh abadennoù, gant tud evel ar [[chaloni]] [[Francisco Agustín Tárrega]], [[Gaspar de Aguilar]] a oa sekretour [[Dug]] [[Gandía]], [[Guillén de Castro]], [[Carlos Boil]] ha [[Ricardo de Turia]]. Deskiñ a reas tremen hep reolenn an ''unander a zarvoud'' o kontañ daou istor war un dro er memes oberenn , e-lec'h unan hepken hervez ar reolenn, pezh a anver an ''imbroglio'' pe al ''luziadenn italian''.<br />
Echu gantañ e zaou vloaz harlu e-maez ar rouantelezh, ez eas Lope de Vega da d-[[Toledo]] en [[1590]] hag eno e labouras evit ''don Francisco de Ribera Barroso'', a vo eil [[markiz]] Malpica, hag ur pennad goude gant pempet [[dug Alba]], ''don [[Antonio de Toledo y Beamonte]]''. Evit se e oa denjentil a gambr e lez an dug en [[Alba de Tormes]], ma vevas entre [[1592]] ha [[1595]]. Eno e lennas c'hoariva [[Juan del Encina]], <!--del que tomó el personaje del gracioso o figura del donaire, perfeccionando aún más su fórmula dramática-->. En diskar-amzer [[1594]], e varvas Isabel de Urbina diwar-lerc'h genel. Skrivañ a reas neuze ur [[romant pastorel]] ''La Arcadia'', a lakaas ennañ un toullad mat a varzhonegoù.
 
 
Linenn 100:
En 1609 ec'h embannas an ''Arte nuevo de hacer comedias'', oberenn a bouez bras diwar-benn ar c'hoariva, enebet ouzh ar reolennoù nevezartistotelat hag ezelañ a reas er "Cofradía de Esclavos del Santísimo Sacramento" e prioldi Caballero de Gracia, ma kaved enni hogos an holl skrivagnerien a vrud e Madrid. En o zouez e oa [[Francisco de Quevedo]], ur mignon personel da Lope, ha [[Miguel de Cervantes]]. <!--Gant hennezh avat Con éste último, tuvo unas relaciones tirantes a causa de las alusiones antilopescas de la primera parte del ''Don Quijote'' (1605). Al año siguiente, se adscribió al oratorio de la calle del Olivar.-->
 
=== Beleg ===
[[ImageRestr:Monumento a Lope de Vega (Madrid) 01.jpg|thumb|150px|right|Monumant da Lope, en soutanenn, en Madrid ([[José López Salaberry]] ha [[Mateo Inurria]], 1902).]]
 
<!--
Linenn 109:
-->
 
=== Bloavezhioù diwezhañ ===
[[ImageRestr:Casa-Museo de Lope de Vega (Madrid) 01.jpg|thumb|210px|right|An ti e [[Madrid]] ma edo Lope o chom adalek [[1610]] betek e varv e ([[1635]]).]]
En e vloavezhioù diwezhañ ec'h orgedas Lope de Vega ouzh Marta de Nevares, ur "sakrilaj" dre ma oa bet beleget ; ur gêr a vaouez e oa, glas-gwer he lagad, evel a lavar Lope er barzhonegoù a savas dezhi ha ma reas-eñ "Amarilis" pe "Marcia Leonarda" anezhi, evel en ''Novelas'' skrivet eviti. En amzerioù-se eus e vuhez e skrivas barzhoniezh fentus ha flemmus dreist-holl, liv ar brederouriezh warni,
 
Linenn 121:
<!-- Durante su vida, sus obras obtuvieron una mítica reputación. "Es de Lope" fue una frase utilizada frecuentemente para indicar que algo era excelente, lo que no siempre ayudó a atribuir sus comedias correctamente. Al respecto cuenta su discípulo [[Juan Pérez de Montalbán]] en su ''Fama póstuma a la vida y muerte del doctor frey Lope de Vega Carpio'' (Madrid, 1636), impreso compuesto para enaltecer la memoria del Fénix, que un hombre vio pasar un entierro magnífico diciendo que "era de Lope", a lo cual apostilló Montalbán que "acertó dos veces". Cervantes, a pesar de su antipatía por Lope, lo llamó "el monstruo de la naturaleza" por su fecundidad literaria, aunque también por tratarse de alguien muy celoso y envidioso.
-->
== Romantoù ==
 
=== La Arcadia ===
Linenn 314:
* Juan Manuel ROZAS: Estudios sobre Lope de Vega. Madrid: Cátedra, 1990.
 
=== Oberennoù Lope de Vega a gaver da brenañ ===
*VEGA, Lope de. ''Historias de Lope de Vega''. Colección "Biblioteca Araluce". Morales, María Luz, adaptación. Madrid: Editorial Anaya. ISBN 84-207-8289-0 e ISBN 978-84-207-8289-8.
*VEGA, Lope de. ''Colección de las obras sueltas assi en prosa como en verso de Frey Lope Felix de Vega Carpio''. Segunda edición. Madrid: Arco Libros, S.L. ISBN 84-7635-062-7 e ISBN 978-84-7635-062-1.
Linenn 375:
[[hu:Lope de Vega]]
[[hy:Լոպե դե Վեգա]]
[[io:Lope de Vega]]
[[it:Lope de Vega]]
[[ja:ロペ・デ・ベガ]]