María Luisa de Orleans : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Merc'h e oa da [[Philippe de France (1640-1701)|Fulup Iañ Orleañs]], dug Orleañs, breur yaouañ ar roue gall [[Loeiz XIV]], ha d'ar briñsez saoz [[Henriette d'Angleterre]], merc'h d'ar roue saoz [[Charlez Iañ Bro-Saoz]]. Bevañ a rae e lez ar roue gall. Mervel a eure he mamm pa oa 8 vloaz.
 
Spontet e voe pa glevas e ranke dimeziñ da zanvez [[roue Spagn]] abalamour ma veze brudet lez Spagn da gaout reolennoù kalet da vevañ, ha pediñ hag azpediñ a reas hec'h eontr Loeiz XIV da chom hep he c'has di, en aner evel-just.
Brudet e oa he c'hoantiz, met goude hec'h [[eured]] e krogas da devaat ken ha ken gant ar boan-spered. N'eo ket gant he fried, un [[inosant]] anezhañ, e vije bet frealzet. N'he doe bugel ebet.
 
Mervel a eure da 27 vloaz. Lavaret e voe e oa bet kontammet gant he [[mamm-gaer]], [[Maria Anna Aostria (1634-1696)]], abalamour ma oa divugel.